LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Kenurzhier-ez Radio Naoned
  • Deiziadoù  CDD 1 bloaz da gentañ, CDI da c'houde
  • Lec’h  Ploneis da gentañ, Naoned da c'houde
  • Implijer  Radio Kerne
  • Kefridi  Pal ar post : Krouiñ ha merañ ur radio e brezhoneg e Naoned Misionoù : Prientiñ ar staliañ RNT e Naoned asambles gant skipailh Radio Kerne. Da heul : kenurzhiañ ar radio nevez e Naoned (teknik, melestradur, klask argant, kenlabourerien, kehentiñ...) fardañ abadennoù radio, animañ atalieroù radio Hierarkiezh : An den vo dindan urzhioù kuzul merañ Radio Kerne dre Lou Millour ha Morgane Bramoullé, renerezed. Karget vo an den da verañ da c’houde : tud en servij keodedel, tud a youl vat ha marteze implijidi all. Perzhioù ispisial ar post : Eurioù noz ha /pe dibenn-sizhun a wezhoù Labour da gentañ e Ploneiz (un nebeut mizioù) ha da c’houde e Naoned
  • Doare den Barregezhioù goulennet : Skiant prenet er sevel raktresoù Gouzout merañ tud Siriusted Barrek tre war an aozañ Barrek war an urzhiataerezh En e/he aes gant an dud (bugale, tud deuet) Brezhoneg brav Intrudu Bezañ emren (labour e/he unan) Barregezhioù ouzhpenn deuet mat : Gouzout eus micherioù ar radio Spered kazetenniñ Barrek war ar c'hehentiñ (meziantoù graferezh, community managing)
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr   Gopr diwar gael ar radiodiffusion
  • Mont e darempred gant  CV ha lizher emginnig da gas da Lou Millour, lou@radiokerne.com a-raok ar 16 a viz Meurzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2018-02-07 17:07:57