LABOURZO
Degemer al lec’hienn > A bep seurt > Kinnig labour (A bep seurt)

Kinnig labour (A bep seurt)

  • Post labour  Kenurzhier lec’haveiñ /merañ gwerzhioù
  • Deiziadoù  leun amzer
  • Lec’h  Saozon Sevigneg
  • Implijer  Aked
  • Kefridi  Staliet eo Aked e Breizh abaoe 2011, dasparzher nemetañ produioù Acumed (anavezet war ar bed a-bezh) e Bro-C’hall hag e Bro-Suis eo. Dasparzhet e vez produioù all ivez gant Aked. O prientiñ disparti un den eus an embregerezh, klask a reomp ur g/c’henurzhier(ez) lec’haveiñ/merañ ar gwerzhioù evit ober al liamm etre hor pourvezerien hag hor pratikoù. Bez e vo an emstriver e-karg eus ar pourvezadurioù dave hor pratikoù, merañ ar stokoù, sevel rakprizioù, merañ an urzhiadoù, ar fakturennoù o kemer harp war meziant an embregerezh (ERP). Ret eo gouzout mat produioù an embregerezh evit bezañ gouest da ditouriñ ar pratikoù (pennadurezh ar bloc’hoù, surjianed, apotikerezh) hag ar wazourien war an hentoù. Natur ar produioù gwerzhet ganeomp a c’halv evit en em azasaat ouzh tud disheñvel a-hed ar chadenn lec’haveiñ : pourvezerien eus Bro-C’hall pe eus ar Broioù estren, oberourien lec’haveiñ, pratikoù en un endro mezegel.
  • Doare den An emstriver, diplomet (DUT/BTS) pe gant ur skiant-prenet kevatal a ranko bezañ urzhiet mat, hentennek, strizh war al labour. Ret e vo labourat gant ospitalioù, bezañ war evezh hag en em azasaat ouzh ar goulennoù mallus. Ret eo merañ saozneg ha galleg. Yezhoù all evel alamaneg, spagnoleg… a vefe degemeret mat.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Hervez live/skiant-prenet an emstriver
  • Evezhiadennoù  Saozon-Sevigneg (tost eus Roazhon) eo lec’h al labour. Ar post-labour a zo da vezañ pourvezet an abretañ ar gwellañ. Kinniget e vo ur gevrat didermen goude ur prantad esae.
  • Mont e darempred gant  candidature@aked.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2018-04-05 15:28:17