LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Eilbabigour·ez brezhoneger·ez
  • Deiziadoù  Adalek miz Genver 2018
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Kevredigezh Neizhig
  • Kefridi  Obererezhioù pennañ : Degemer, kelaouiñ hag ambroug ar bugel hag e familh. Ober war-dro ar vugale war ar pemdez. Kemer pezh e divorfilañ, diorren ha sokialaat ar bugel. Kemer perzh e kempenn tro-dro d’ar vugale hag an dafar prederiañ ha c’hoari. Kemer a ra perzh e buhez ar raktres framm. Kefridioù a-wechadoù : Degemer ar stajidi e darempred gant an urzhaz. Kempenn ar salioù, ma vez ezhomm, evit kemer lec’h an implijdi kefridiet d’en ober pe evit skoazellañ anezho.
  • Doare den Stummadur / barregezhioù : An eilbabigour·ez a rank bezañ gant un Diplom Stad evit bezañ enfredet. Ober aes ha diboan gant ar brezhoneg en un doare fraezh, aes (live B2). Gouzout diouzh diorren korf, bred hag endro (sokial ha tiegezhel) ar vugale. Anavezout ar reolennoù yec’hederezh ha surentez pa vever a-stroll ha lakaat anezho da dalvezout. Anavezout ar protokoloù e talvoud hag an doareoù da lakaat anezho da dalvezout. Anavezout al louzeier a vez roet d’ar vugale peurvuiañ hag ar c’hleñvedoù bugaligoù ivez. Anavezout ar binvioù divorfilañ ha buheziñ a bep seurt. Anavezout ar reolennoù hag ar binvioù kehentiñ zo anezho evit eskemm en un doare reizh dre skrid pe dre gomz. Anavezout tachennoù barregezh izili ar skipailh, hag an aozlun ivez. Anavezout ar raktres framm.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Evezhiadennoù  - Kevrat leunamzer 35e dre sizhun. Gopr hervez emglev labour a-stroll Obererien al Liammoù Sokial ha Tiegezhel.
- Lec’h labour : Roazhon
  • Mont e darempred gant  Crézé Laetitia, neizhig@gmail.com, 06 49 62 37 97
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-10-10 20:32:38