LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Rener·ez brezhoneger·ez ar vagouri Neizh
  • Deiziadoù  Adalek miz Gwengolo 2018
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Kevredigezh Neizhig
  • Kefridi  Obererezhioù pennañ : Mererezh melestradurel. Merañ ar budjed mont en-dro. Merañ ha reoliñ ar skipailh. Labourat e darempred gant ar gevredigezh « Neizhig ». Aozañ buhez an ti. – Darempredoù gant ar familhoù
  • Doare den Stummadur / kevredigezhioù : ·Stummadurioù hollret : Pe bezañ gant an diplom Stad a vabigour·ez gant tri bloavezh skiant-prenet vicherel. Pe bezañ gant an Diplom Stad a zesaver·ez bugaligoù gant tri bloavezh skiant-prenet vicherel da nebeutañ evit ober war-dro bugale dindan tri bloaz. Pe bezañ gant an diplom Stad a glañvdiour·ez gant tri bloavezh skiant-prenet da nebeutañ oc’h ober war-dro bugale dindan tri bloaz. Stummadurioù all : - Kontouriezh Reoliñ ur skipailh. Skiant-prenet goulennet en ur framm degemer stroll Skiant-prenet vicherel gant bugale dindan tri bloaz Mestroniañ ar brezhoneg. Live B2. Barregezhioù : Gouzout diouzh diorren korf ha bred ar vugale. Anavezout ar bediatriezh : kleñvedoù ar vugale, karget eus ar prederioù hag eus an doare da aozañ anezho. Anavezout al lezenn war gwareziñ ar vugale (gwallgas, penaos en reiñ da c’houzout…). Anavezout endro ensavadurel ar framm degemer (kevelerien ha kefridioù). Gouzout penaos merañ ha melestriñ an tiez bugaligoù. Anavezout al lezennoù a-fet yec’hederezh (prederioù d’ar vugale, yec’hederezh er salioù, pourveziñ ha fardañ boued, reoladoù HACCP). Gouzout penaos reiñ startijenn d’ar strolladoù hag anavezout teoriennoù al labour skipailh, ar reoliñ. Anavezout lezennoù al labour. Implijout meziantoù burevek. Anavezout ar binvioù divorfilañ ha buheziñ a bep seurt. Profil : Bezañ prest d’ober traoù pa vez ezhomm, bezañ pront, skiant an darempredoù, an aotrouniezh, ar selaou, ar marc’hata. Skiant al labour skipailh. Bezañ emren da vat evit aozañ al labour. Dever a boell ha skiant ar servij publik. Aozadur, hentenn labour. Bezañ barrek da gas abadennoù en-dro Bezañ barrek da verañ an traoù pa vez mall. Bezañ barrek da zielfennañ ezhommoù ar vugale.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Evezhiadennoù   Kevrat leunamzer 35e dre sizhun dasparzhet evel-mañ : E-pad 17 eurvezh 30 e ra war-dro ar vugale E-pad 17 eurvezh 30 e ra war-dro ar c’hefridioù ren (degemer ar familhoù, melestradurezh…) – - Gopr hervez emglev labour a-stroll Obererien al Liammoù
  • Mont e darempred gant  Crézé Laetitia, neizhig@gmail.com, 06 49 62 37 97
  • Fichenn bet kemmet d’an 2018-06-08 13:24:07