LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Desaver·ez bugaligoù vrezhonek
  • Deiziadoù  Adalek miz Genver 2018
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Kevredigezh Neizhig
  • Kefridi  Obererezhioù pennañ : Rankout a raio an DB kemer perzh e mont en-dro mat ar framm. Gant ar vugale hag e kenlabour gant ar skipailh, an DB : - a zegemer pep bugel en ur zerc’hel kont eus e endro tiegezhel hag eus e istor. - a daol pled ouzh pep bugel evit klask kompren penaos emañ o tiorren hag evit evezhiañ penaos emañ oc’h emdreiñ er strollad.
 - a aesa diorroidigezh kempouez ar vugale. - a laka e pleustr un ober dizarbenn abred ; teuler a ra evezh ouzh ar vugale a ziskouez bezañ gwallgaset hag ouzh ar vugale o deus diaesterioù. Gant ar familhoù, an DB : a gomz gant ar familhoù, a selaou anezho, a dreuzkas dezho an titouroù a sell ouzh ar vugale ha teuler a ra evezh ma vo skoulmet liammoù a fiziañs hag a zoujañs kenetrezo. a skoazell an tadoù hag ar mammoù da c’hoari o roll er familhoù hag e touj an dibaboù desavadurel a vez bet graet ganto. Gant ar skipailh, an DB : zo karget eus an desavadurezh, teuler a ra evezh ma vo lakaet ar raktres pedagogel e pleustr, reiñ a ra lusk da raktresoù ha d’al labour. a daol evezh ma vo roet d’ar skipailh a-bezh an titouroù a bep seurt a zo ezhomm evit degemer ar vugale a-zoare hag evit mont en-dro kempouez ar framm. Degemer, sterniañ ha priziañ a ra ar stajidi DB hag ober a ra ur sell war an holl stajidi all (Testeni Gouested Vicherel (TGM), Eilbabigour·ez (EB), Klañvdiour·ez gant un Diplom Stad (KDS), Diplom Studi Vicherel (DSM) pe pol implij ha kement zo…) e kenlabour gant ar renerez hag an den-dave micherel.
  • Doare den Stummadur / Barregezhioù : An DB a rank bezañ gant un Diplom Stad evit bezañ enfredet. Komz, skrivañ ha lenn a ra brezhoneg en un doare fraezh, aes (live B2). Anaoudegezh don hag hizivaet eus ar vugaligoù hag eus o endro tiegezhel ha sokial. Anavezout al lezennoù a sell ouzh ar Vugaligoù hag ouzh Gwarez ar Vugale. Gouzout petra ober ma vez mall hag anavezout ar protokoloù e talvoud er framm. Anavezout hentenn ar raktres.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Evezhiadennoù  Kevrat didermen leunamzer 35e dre sizhun. Gopr hervez emglev labour a-stroll Obererien al Liammoù Sokial ha Tiegezhel. Lec’h labour : Roazhon.
  • Mont e darempred gant  Crézé Laetitia, neizhig@gmail.com, 06 49 62 37 97
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-10-10 20:37:55