LABOURZO
Accueil > Communication et médias > Offre d’emploi (Communication et médias)

Offre d’emploi (Communication et médias)

  • Poste  Kargad·ez a gehentiñ (CDD)
  • Période  Adalek miz Mae betek fin miz Gwengolo 20
  • Lieu  Landerne
  • Employeur  Diwan
  • Mission  Barrek oc’h war ar c’hehentiñ, al lec’hiennoù. Gouzout a rit komz ha skrivañ e brezhoneg. Diwan a ginnig deoc’h ur post. Ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl ez eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo ar sistem kelenn nemetañ a ginnig deskiñ brezhoneg er skol dre soubidigezh. Krouet e 1977 ez eus 4014 bugel skoliataet bremañ e 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, staliet war 5 departamant Breizh. Emaomp o klask war-lerc’h un den a vefe dibres kerkent evit erlec'hiañ ur c’hopradez e-pad un ehan mammelezh. Staliet e servijoù ar rouedad e Landerne kentoc’h, e kenlabouroc’h gant ar renerezh ha burev ar c'huzul-merañ evit : Merañ lec’hienn internet hag intranet Diwan : produiñ ha freskaat danvez, talvoudekaat an danvez a zo, lizher kelaouiñ, renabl pennadoù keleier, kinnigoù labour, skignañ teuliadoù ha kement ‘zo ; Ober war-dro ha buheziñ ar rouedadoù sokial ; Skoazellañ tud ar vugale, ar renerien·ezed hag ar sekretourien·ezed d'ober gant modul enskrivañ ar vugale enlinenn, ha merañ an ostilh ; Harpañ evit an darempredoù gant ar c'hazetennoù (skrivañ kemennadennoù hag aozañ emvodoù kelaouiñ) hag aozañ emgavioù ar rouedad. Afer ‘zo bezañ dibres diouzh noz pe d'ar Sadorn bep an amzer.
  • Profil Evit tapout ar post e vefe mat… Ho pefe graet ur stummadur meur goude ar vachelouriezh ha bezañ studiet ar c’helaouiñ hag ho pefe 2 vloaz skiant-prenet vicherel da nebeutañ. Evel-just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet (live C1). Youlek, emren ha gouest da gaout darempredoù ha da skrivañ gant aezamant, e vioc’h en ho pleud gant implij ar rouedadoù sokial ha sevel kemennadennoù d’ar gazetennerien ha d’ar c’hazetennerezed.
  • Type de contrat  CDD
  • Contact  tuta@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2024-04-26 14:50:30