LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Skoazeller.ez renerezh - kehentiñ
  • Deiziadoù  Miz Genver 2018
  • Lec’h  Kemper
  • Implijer  Kevredigezh DIZALE
  • Kefridi  Dindan beli ar rener e vo an den implijet e karg da zegemer ha titouriñ an dud e Studio Kemper (ha dre bellgomz) ha da lakaat war-wel oberezhioù Dizale ; aozañ un neubeut emvodoù-kelaouiñ hag ober war-dro lec'hienn Dizale hag ar rouedadoù sokial ; degemer an danvez pratikoù/gweladennourien e ti Dizale. Labour melestradurel : darempredoù gant ar bourchaserien, merañ ar mizioù-kas, derc'hel ur press-book, renabl oberezhioù Dizale...
  • Doare den Bachelouriezh + 2 da neubeutañ / anaoudegezhioù : brudañ, bezañ plijet gant tachenn ar c'hleweled, ar sinema, hag an NTI bezañ gouest d'ober : labourat hervez palioù da dizhout, aozañ e implij amzer, labourat a-stroll, merañ ul lec'hienn war ar rouedad hag ar rouedadoù kehentiñ, mestroniañ mat un neubeut poelladoù doare excel, word, ha skeudennaouiñ. bezañ : emren, aes an darempredoù gantañ, bezañ aketus, prim, awenet... Brezhoneg komzet, lennet ha skrivet ; Saozneg komzet ; Aotre bleinañ
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  adalek 750 euro kriz ar miz
  • Evezhiadennoù  17,5 eurvezh ar sizhun. Gallout a raio ar post-labour bezañ hiraet ha kemmet hervez an disoc'hoù kentañ pe/ha skiant an den
  • Mont e darempred gant  Samuel JULIEN / Rener Dizale / samuel@dizale.bzh / 0630672743
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-11-16 09:52:08