LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Gwerzher.ez produioù kleweled
  • Deiziadoù  Miz Genver 2018
  • Lec’h  Kemper
  • Implijer  Kevredigezh DIZALE
  • Kefridi  Skignañ : degas muioc'h a efedusted c'hoazh d'al lec'hienn video diouzh ar goulenn www.breizhvod.com ; kinnig ur bolitikerezh-steuñv diorren ; aozañ darvoudoù skignañ ispisial Gwerzh : DVD ha koumanantoù d'ar mediaouegoù, stalioù-levrioù ; skritelloù, abadennoù sinema ; gweladenniñ ar c'hreizennoù-stummañ,skolioù, mediaouegoù, kemer perzh e saloñsoù...evit kinnig Breizhvod.
  • Doare den Bachelouriezh + 2 da neubeutañ / anaoudegezhioù : post "community manager", mestroniañ ar marketing hag an teknikoù gwerzh ; bezañ plijet gant tachenn ar c'hleweled, ar sinema hag an NTI. bezañ gouest d'ober : labourat hervez ar palioù da dizhout, aozañ e implij amzer, labourat a-stroll, sevel ur steuñv marketing ha gwerzhañ ; barregezhioù war ar rouedadoù kehentiñ ; mestroniañ mat un neubeut poelladoù doare excel, word ha skeudennaouiñ. bezañ : emren, aes an darempredoù gantañ, aketus, prim, awenet, mennet met kompez ha derc'hel e bromesaoù Brezhoneg komzet, lennet ha skrivet ; Saozneg komzet, lennet ha skrivet ; Aotre bleinañ
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  adalek 800 euro kriz ar miz + adgopr
  • Evezhiadennoù  17,5 eurvezh ar sizhun. Gallout a raio ar post-labour bezañ hiraet ha kemmet hervez an disoc'hoù kentañ pe/ha skiant an den
  • Mont e darempred gant  Samuel JULIEN / Rener Dizale / samuel@dizale.bzh / 0630672743
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-11-16 09:54:35