LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  ANIMATOUR(EZ)RADIO
  • Deiziadoù  1/01/18 31/12/18
  • Lec’h  ST NICODEME
  • Implijer  RADIO KREIZ BREIZH
  • Kefridi  Ret e vo d’an animatour(ez) kas abadennoù e brezhoneg da benn war ur prantad pe meur a brantad an deiz o terc’hel kont eus spered ha palioù ar radio hag an animatourien all a vo ret labourat gante. Ret e vo neuze : - Prientiñ an abadennoù (mont war blas, atersiñ tud, sevel rubrikennoù, choaz tonioù a-zere gant an abadenn, frammañ ar son a-benn sevel un oberenn glok…) - Kenlabourat gant ar c’hopridi all, an dud a-youl-vat, ar stajidi, ha tud Brudañ ha Skignañ - Kinnig an abadenn war-eeun (ha neuze sevel atersadennoù war-eeun ivez) - Prientiñ an abadennoù da vezañ adskignet ha podkastet Ret e vo beajiñ war un terouer ledan bet termenet gant RKB neuze
  • Doare den Bezañ un den leun a-youl, bezañ urzhiet mat, hag emren - Kaout plijadur o komz hag o taremprediñ gant an dud - Bezañ plijet o kenlabourat gant ho kenseurted ha tud all - Bezañ en hoc’h aes o kinnig abadennoù dirak ur mikro - Komz brezhoneg mat ha brav (blazet mat) - Bezañ bet o labourat evit ur radio dija - Bezañ mestr war ar skrivañ brav hag an ezteurel plaen - Anavezout terouer ar C’hreiz-Breizh ha hini Bro-Dreger war bep tachenn : ekonomiezh, politikerezh, sokiologiezh, sevenadur … - Anavezout buhez ar c’hevredigezhioù - Ober gant ar c’hompoderezh : ar bizskrivañ koulz hag implij ar poelladoù ret evit al labour animatour(ez) - Kaout an aotre-bleniañ hag un oto
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  Gopr hervez taolenn kontrad-emglev radio
  • Evezhiadennoù  Kasit ho lizher hag ho CV da : rkb-tuta@orange.fr Araok ar 15 a viz Kerzu 2017
  • Mont e darempred gant  rkb-tuta@orange.fr
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-11-18 10:07:12