LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Kenurzhier / Kenurzhierez
  • Deiziadoù  Adalek miz Genver 2024
  • Lec’h  Lesneven
  • Implijer  Ti ar Vro Leon
  • Kefridi  E liamm gant ar C'huzul-merañ, e ranko ar genurzhierez pe ar c'henurzhier : • Buheziñ raktres kevredigezhel ar framm : o Kenlabourat gant ar burev evit ren ar gevredigezh o Kenurzhiañ oberiantizoù ha raktresoù ar gevredigezh e liamm gant an dud a-youl vat, an animatourez hag ar gevelerien o Sevel ar program oberiantizoù ha darvoudoù e liamm gant an animatourez hag ar c’hevredigezhioù ezel • Mont en-dro oberiant : o Aozadur lojistik o Brudañ o Heuliañ budjedoù ha sevel bilañsoù an oberiantizoù • Heuliañ mont en-dro melestradurel hag arc'hantel ar framm o Rakprizioù, fakturenniñ, heuliañ o Ebarzhiñ ar gontouriezh, oberiadennoù simpl kontouriezh • Heuliañ ar steuñv tañva d’ar brezhoneg er skolioù e liamm gant ar perzhidi all, kenurzhiañ ar skipailh kelennerien e liamm gant ar skolioù
  • Doare den • Diplomoù : Bac + 3 pe gevatal • Anaoudegezh vat eus sevenadur ar vro • Brezhoneg mestroniet • Gouest d'en em aozañ hec’h-unan / e unan, d'en em azasaat diouzh an ezhomm • Skiant-prenet er c'hevredigezhioù • Liesvarregezh hag emrenerezh • Gouest da zegas danvez nevez • Barrek da vezañ en hec’h aes / e aes en darempredoù • Mestroniañ an ostilhoù burevek, barrek gant Internet hag ar rouedadoù sokial • Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Evezhiadennoù  • CDI amzer-leun • Gopr : Strollad F gwezhiader 350 an Emglev a-stroll ECLAT (ex-Buheziñ) • Implij-amzer kemm-digemm hervez ar redioù liammet gant ar post-labour (labour posubl diouzh noz hag e-kerzh an dibenn-sizhun) • Lec'h labour : 48, straed ar Je
  • Mont e darempred gant  tiarvroleon@gmail.com 09 83 22 42 96
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-12-18 11:05:56