LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  SKOAZELLER-EZ MELESTRADUREL
  • Deiziadoù  betek miz Geñver adalek miz Even 2018
  • Lec’h  Sant Brieg
  • Implijer  Telenn
  • Kefridi  Degemer ha merañ al lec’h: - Degemer an dud dre gomz ha dre bellgomz (preveziad, kevredigezh, kenstroll, embregerezh, gweladenn teknikel): o Bezañ ar skeudenn gentañ da izili ar c’henkevredad o Degemer ar pellgomzadennoù, merañ ar responter, degemer an dud o Kemer e karg implijerien al lec’h (degemer, titouriñ war mont en-dro al lec’h, kafe, …) - Merañ an ac’hub hag ar salioù : o Kelaouiñ war kempenn ar savadur hag an ezhommoù trezalc’h o Skrivañ ha mirout kendivizadoù feurmiñ ar salioù o Sevel stadoù al lec’h mont-tre ha mont-kuit o Heuliañ monedone an alc’hwezioù o Heuliañ pourvez an dafar hag ar gourc’hemennoù o Proposer toute disposition propice à faciliter l’utilisation du site. Kehentiñ : - Heuliañ ar c’heloù: o Titouriñ ha/pe adheñchañ mat ar goulennoù - Kehentiñ diabarzh: o Merañ an deiziataeroù hag an emvodoù : kas ha heuliañ ar pedadennoù hag ar rentaoù-kont o Liammañ ha treuzkas an titouroù etre an izili hag ar melestradurezh o Kemer e karg skritellerezh al lec’h : skritelloù, plegoù-dibleg, ... - Kas ar c’heleier: o Hivizikaat al lec’hienn internet o Kas lizher ar c’heleier bep miz o Treuzkas teuliad ar c’heleier d’ar mediaoù o Prientiñ an teuliadoù d’ar skipailhoù skritellañ/traktiñ   Sekretourezh : - Merañ an teuliaouiñ: o Renkañ ha mirout an teuliadoù web ha paper : rentaoù-kont an EM, ar C’hM, gweladennoù surentez, skodennoù … o Hivizikaat diaz roadennoù an izili hag an darempredoù - Heuliañ al lizhiri hag ar posteloù: o Ober war-dro al lizheroù hag ar posteloù oc’h erruout o Skrivañ ha kas lizheroù ha posteloù d’ar gevellerien (kevredigezhioù, izili, ensavadurioù ...). Kontouriezh munut: - Embann rakprizioù servijoù Telenn - Embann fakturennoù feurm ar salioù - Prientiñ ha merañ kontouriezh ar c’hefoù (tavarn, gwerzh liesseurt …)
  • Doare den Bacho+2 doare meradur melestradurel pe skoazeller-ez melestradurel. Skiant-prenet c’hoantaet 2 vloavezh. Gouiziegezhioù arbennik: - Mestroni ar brezhoneg ha/pe ar c’hallaoueg - Gouiziegezh war ar mont en-dro kevredigezhel (ensavioù, buhez kevredigezhel, obererezhioù) Chemet - Berregezhioù melestradurel ha aozadurel : o Gouzout skridaozañ (reizhskrivadur, ereadurezh) o Gouzout urzhiañ ha renkañ an teuliadoù o Anavezout diazezoù ar gontouriezh - Burevek: o Mestroni an oustilhoù burevek (Word, Excel, Powerpoint). Ur ouiziegezh a-zivout ACCESS a vez priziet o Mestroni ar Genrouedad, an oustilhoù kenlabour, ar postelioù ha moarvat ar rouedadoù sokial o Gouzout a-walc’h ober gant oustilhoù stlennerezh ha war ar genrouedad Doare bezañ - Daremprediñ, gouzout labourat a-stoll hag en ur rouedad - Aozet, spizh, merañ an amzer - Emrenerezh - Nerzh kinnig - Diskred, empatiezh, digor-spered
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  KS ar buhezouriezh strollad B kenef. 255
  • Evezhiadennoù  - CDD 6 miz 20e/sizhunvezh - Post da bourveziñ adalek miz Genver 2018 - Gopret hervez Kendivizad Strollegezhioù ar Buhezouriezh strollad B kenef. 255 - Post diazezet e Sant Brieg 22000 - Aotre-bleniañ B ret - Deiziad termen an emstrivadurioù d’an 8
  • Mont e darempred gant  Louis Le Bret, Prezidant 02 96 77 31 91 contact@tiarvro-santbrieg.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-11-23 14:49:03