LABOURZO
Degemer al lec’hienn > A bep seurt > Kinnig labour (A bep seurt)

Kinnig labour (A bep seurt)

  • Post labour  Srervij Keodedel
  • Deiziadoù  2 a viz du
  • Lec’h  Lesneven
  • Implijer  AEP SKol Diwan Lesneven
  • Kefridi  Kennerzhiañ kelenn e brezhoneg dre soubidigezh, skoazellañ ar skipailh pedagogel ha aozañ dudi e-barzh hag en diavez eus ar c’hlasoù : ober war-dro stalioù labour er strolladoù bihan, kinnig stalioù dudi e brezhoneg war ar porzh-skol, mont en diavez eus ar skol gant ar vugale, skoazellañ ar vugale evit ober al labour noz, ambroug ar vugale evit mont d’ar c’hantin, sikour evit ar servij pred, sikour kevredigezh ar gerent da sevel ostiloù kehentiñ (sevel skritelloù, ober bruderezh gant radio, kazetennoù, rouedad sokial…)
  • Doare den Bafa pe skiant-prenet war ar buhezerezh. Goest da sevel ostilhoù pedagogel ha kehentiñ. En e vleud gant an dud gant ar vugale. Dedennet gant ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Bezañ brezhoneger(ez)..
  • Gopr  Servij Keodedel
  • Mont e darempred gant  Creachcadec Florence aep.lesneven@diwan.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-09-22 12:41:53