LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  Buhezour/ez er greizenn dudi Karaez
  • Deiziadoù  Adalek vakansoù miz Ebrel
  • Lec’h  Karaez
  • Implijer  CLAJ Karaez
  • Kefridi  Ur greizenn dudi nevez e Brezhoneg a vo savet e Karaez evit vakañsoù miz Ebrel. O klask buhezourien ha buhezourezed emaomp evit ober war-dro bugale 3-12 vloaz, e-pad ar vakansoù hag ar merc’her, e Brezhoneg evel-just! Deoc'h e vo da ambroug ar vugale gant startijenn hag ar c'hoant da ginnig obererezhioù plijus ha fentus dezho. Posubl e vo kinnig prantadoù buheziñ en natur, c'hoarioù bras er-maez, sport... ul lec’h zo brav! CDI 21 eurvezh/sizhun Neuze ma 'z oc'h dedennet da zont da labourat ganeomp, skrivit deomp !
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  972 heures annuelles-1140 € brut mensuel
  • Mont e darempred gant  Caroline : dudiclaj@gmail.com
  • Fichenn bet kemmet d’an 2024-03-15 13:08:44