LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  Animatour(ez) "Sevenadur ar vro"
  • Deiziadoù  01/09/17 > 30/06/18
  • Lec’h  Lesneven
  • Implijer  Ti ar vro Leon
  • Kefridi  E liamm gant ar genurzhierez hag izili ar rouedad kevredigezhioù, e ranko an animatour-ez : • Kinnig hag aozañ obererezhioù pedagogel d'ar skolioù (divyezhek pe get), d'ar frammoù kiriek eus ar prantadoù maez ar skol (tiez-kêr ha kevredigezhioù) evit degas dezho un tañva da yezh ha sevenadur ar vro (c'hoarioù, istor, hengoun oblek, glad dizanvezel, dansoù, muzik) • Buheziñ prantadoù dudi (TAP) evit dizoloiñ sevenadur ar vro • Diorren ha buheziñ obererezhioù tañva da yezh ha sevenadur ar vro davet tud liesseurt, en diavaez eus ar skol (yaouankizoù, tud en oad, implijidi...) • Diorren ha buheziñ obererezhioù e brezhoneg evit ar vrezhonegerien (familhoù, krennarded, tud gour...) • Buheziñ kentelioù noz evit tud gour (live 2, kentelioù evit ar familhoù...) • Kemer perzh e aozadur darvoudoù ar gevredigezh
  • Doare den Diplomoù : Bac + 2, BAFA • Anaoudegezh vat eus sevenadur ar vro • Brezhoneg maestroniet • Gouest d'en em aozañ e unan, d'en em reizhañ diouzh an ezhomm, lies talvoudegezh • Emrenezh bras • Barrek da vezañ en e aes en darempredoù • Maestroniañ ar binvilhoù burevek, barrek gant internet hag ar rouedadoù sokial degemeret mat • Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  SMIC
  • Evezhiadennoù  CDD 10 miz hanter-amzer (etre miz Gwengolo 2017 ha miz Even 2018) • Frejoù mont ha dont ouzhpenn • Implij amzer kemm-digemm hervez ar redioù liammet d'ar post-labour (labour diouzh noz ha pad an dibenn-sizhun posubl) • Kinnigoù stummadurioù hervez an e
  • Mont e darempred gant  Klervi LIntanf tiarvroleon@gmail.com / 07 60 86 38 66
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-06-27 10:19:01