LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  skoazeller.ez aozadur 40 vloaz Diwan
  • Deiziadoù  02/11/2017 - 31/07/2018
  • Lec’h  Landerne + lec'hioù all e Breizh
  • Implijer  DIWAN
  • Kefridi  Pal Pennañ ar prantad servij : Kemer perzh e aozadur an darvoudoù evit lidañ 40 vloaz ar skolioù, skolajoù ha lise Diwan e-pad ar bloavezh skol 2017/2018. An den e servij keodedel en devo da genurzhiañ an darvoudoù dindan kiriegezh an implijadez e-karg skoazellañ ar skolioù hag e liamm gant ar servijoù pedagogel ar c’hentañ hag an eil derez, hag ivez renerez Diwan hag an dud a youl vat engouestlet en darvoudoù liesseurt. Displegadenn ar gefridi : Liammet gant ar bodad sturiañ « Diwan 40 » an den e servij keodedel en devo da  Kemer perzh e aozadur ur garavanenn lies-vedia hag obererezhioù liammet gant ar brezhoneg evit an holl, ar garavanenn a heuilho an darvoudoù  Kemer perzh e aozadur an darvoudoù e “Broioù Diwan” evit talvoudekaat an treuzkas brezhoneg dre skolioù Diwan  Skoazellañ da lakaat e pleustr ar c’henurzhiañ an darvoudoù liesseurt  Kinnig doareoù krouiñ ha skignañ ar c’helaouiñ war an darvoudoù. Doareoù ar gefridi Labourat e burevioù Diwan e Landerne evit ar prientiñ ha mont war al lec’hioù dibabet evit o aozan hag o heuilhañ. Broioù Diwan : Ar Releg Kerhuon, Kemper, Gwened, Sant Ervlan, Roazhon, Plijidi, Karaez.
  • Doare den Barregezhioù, doare den : Paotr pe blac’h brezhoneger(ez) mennet evit kas da benn ur seurt klaoustre. Anaoudegezh an urzhiataerezh hag ar binvioù lies-vedia Dedennet gant tachenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh hag ar festivalioù Aotre bleniañ dre ret .
  • Gopr  580,55 € Kriz, 513,31 € rik miziek
  • Evezhiadennoù  Gopr servij keodedel 580,55 € Kriz = 513,31 € rik miziek, 472,97 € roet gant Ajans ar servij keodedel + 107,58 € gant Diwan Padelezh ar gevrat : 9 viz (30 eurvezh ledet war ar prantad) Penn kentañ : 2 a viz Du 2017 Fin : 31 a viz Gouere 2018
  • Mont e darempred gant  Lizher ha CV da gas d’an diwezhatañ evit ar 15 a viz Here : Dre an ti- post : Diwan, BP147, Z.A. Sant-Ernel, 29491 Landerne Cedex Plgz. : 02 98 21 33 69 Dre bostel : diwan@diwan.bzh gant kopi da catherine.guerin@diwan.bzh Plgz. : 06 24 90 36 07
  • Fichenn bet kemmet d’an 2017-09-14 12:32:53