LABOURZO
Accueil > Accompagnants scolaires > Offre d’emploi (Accompagnants scolaires)

Offre d’emploi (Accompagnants scolaires)

  • Poste  Gwazour-ez liesvarrek ha sikour troskol
  • Période  a ray d’ar 6 a viz Genver 2020
  • Lieu  SKOL DIWAN GWENED
  • Employeur  DIWAN GWENED
  • Mission   Dindan atebegezh renourez hag AEP ar skol : - E vo eveshaet ar vugale war ar porzh-skol ganeoc’h. - E vo roet boued d’ar vugale er c’hantin hag e vo graet war o zro e-pad ar pred. - E vo dalc’het a-ratre savadurioù ha dafar ar skol. - E chomoc’h war aked e-keñver an doujañs ouzh reolennoù ar skol. - E vo prientet merenn-vihan ha roet d’ar vugale e-pad an diwallerezh. - E veoc’h e karg eus ar vugale, kemer a reoc’h perzh e prientiñ ha kas war-raok an obererezhioù trolskol. Kevrat termenet he fad eus 12 miz. Kregiñ a ray d’ar 6 a viz Genver 2020 dindan gevrat sikouret CUI-CAE, 26e/sizhun, gopret GIEK dre eur. Mersi da wiriañ hag-eñ oc’h dilennadus e-keñver ar c’hevratoù sikouret ha hen menegiñ en hoc’h emstrivadur.
  • Profil Divyezhegezh brezhoneg-galleg. Hegarated e-keñver ar vugale. En hoc’h aes gant ar familhoù. Doujañ ouzh reolennoù ar yec’hederezh, an naetadurezh hag ar surentez (HACCP) Mestroniañ ar mod da naetaat ha da zerc’hel a-ratre. Emrenerezh ha barrek war al labour a-stroll. Biskoazh bet barnet.
  • Type de contrat  CDD
  • Rémunération  gopret GIEK dre eur.
  • Remarques  Gant Skol Diwan Gwened e vez degemeret bugale eus ar skol-vamm betek ar CM2. War ar soubidigezh eo diazezet ar bedagogiezh evit mestroniañ abred-tre an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Lik, kevredigezhel ha digoust eo ar skolioù Diwan.
  • Contact  Kasit ul lizher emstrivañ hag ur CV mar plij ganeoc’h. Dre lizher : AEP SKOL DIWAN GWENED BOHALGO 3 hent-dall Bohalgo 56000 Gwened Dre bostel : aep.gwened@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2019-11-20 21:51:18