LABOURZO
Accueil > Communication et médias > Offre d’emploi (Communication et médias)

Offre d’emploi (Communication et médias)

  • Poste  Kargad a gehentiñ ha diorren ar Redadeg
  • Période  13/01/2020 > 28/06/2020
  • Lieu  Breizh
  • Employeur  Ar Redadeg
  • Mission  KEFRIDI KENTAN - Heuliañ ar c’hevelerezhioù gant an embregerezhioù mesen, brudañ hag heuliañ perzh ar pennoù-embregerezh a-raok, a-hed ha just goude ar Redadeg ; - Heuliañ an darempredoù gant an tiez-kêr (embann pennadoù brudañ ar Redadeg, merañ embann dafar ar Redadeg, heuliañ ha brudañ perzh an dilennidi) ; - Heuliañ ar c’hevelerezh gant ar Rannvro da geñver Gouel Breizh 2020 ; - Brudañ ar Redadeg war zu an holl (tud, kevredigezhioù, skolioù…) dre ar rouedadoù sokial, al lec’hienn internet, al lizher miziek, ar gazetenn/dafar ispisial ; - Heuliañ/heñchañ ar skipailhoù a raio war dro ar c’hlipoù/filmoù evit brudañ ar Redadeg ; - Renabliñ ha brudañ an darvoudoù war hentad ar Redadeg dre ar rouedadoù sokial, al lec’hienn internet ; - Lakaat war wel kilometroù ispisial ; - Aozañ hag heñchañ darempredoù gant ar mediaioù a-raok, a-hed ha just goude ar Redadeg. EIL GEFRIDI - Skoazellañ ar skipailhoù lec’hel evit brudañ ar Redadeg, dreist-holl ar re a raio war dro al loc’hañ hag an degouezh ; - Kemer perzh ha sikour evit buheziñ ar gevredigezh (emvodoù, darvoudoù ar gevredigezh) ; - Kemer perzh ha sikour evit embann titouroù a-hed ar Redadeg war ar rouedadoù sokial ; - Ober war dro pe heñchañ poltridi foto pe video war an hentad, renkañ anezho, gwiriekaat an embann ha gwirioù war ar skeudennoù, kas anezho d’ar mesen ha pennoù bras ; - Kemer perzh e aozañ ar bodad kehentiñ.
  • Profil DOARE DEN - Anveout palioù ar Redadeg ha bezañ kemeret perzh c’hoazh ; Youlek, startijenn gantañ / ganti, emren ha kiriek, aozet mat ; Un den hag a blij dezhañ al labour prop ha kempenn ; Dedennet gant daremprediñ tud a bep seurt ha kat da lakaat labour ar re all, ar youlidi, war wel. BARREGEZHIOU Gouest da skrivañ mat ha da ginklañ mat an dafar ; Bezañ en e aes evit skoulmañ darempredoù ; Gouest da steuñviñ al labour, aozañ ha merañ ar prantadoù labour fonnus fonnus, doujañ ouzh an termennoù lakaet hag anavezout an traoù mallusañ ; Gouest da labourat e-unan pe gant ur skipailh ; Mestroniañ binvioù evel taolennoù (tableurs), open office, powerpoint, ha binvidi a-vremañ (rouedadoù sokial, internet…) ; Kaout an aotre bleniañ + karr-tan. YEZHOU Mestroniañ mat ar galleg hag ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz (live C1) ; Yezhoù all degemeret mat.
  • Type de contrat  CDD
  • Rémunération  Tro 1770€ kriz
  • Remarques  Kevrat leun amzer, kevrat termenet he fad (erlerc'hiañ koñje mamm). Kevrat dindan emglev a-stroll ar buheziñ, live C, kenefeder 280. AOZIOU LABOUR : Bezañ war an dachenn da vat da goulz ar Redadeg (un nebeud sizhunioù a-raok, e-pad troiad ar Redadeg ha ju
  • Contact  Kas ul lizher en em ginnig hag ur CV d’an 30 a viz Du d’an diwezhatañ da : darempred@ar-redadeg.bzh. Bodad tuta e miz Kerzu.
  • Fiche modifiée le 2019-10-31 10:33:38