LABOURZO
Accueil > Communication et médias > Offre d’emploi (Communication et médias)

Offre d’emploi (Communication et médias)

  • Poste  Buhezour.ez
  • Période  Da gomañs d'ar 14 a viz Even
  • Lieu  Rostrenn
  • Employeur  Radio Kreiz Breizh
  • Mission  Labour hollek Karget eo ar vuhezourez pe vuhezour da seveniñ ha buheziñ abadennoù radio e brezhoneg hag e galleg war ur c'houlzad pe meur a hini, keit a ma toujo ouzh liv Radio Kreiz Breizh. Hentet e vezo gant dibaboù ar c'huzul-merañ ha dindan aotrouniezh ar burev hag ar genurzhierez. Endro labour - Labourat a ra e savadurioù ar gevredigezh hag en diavaez : bez e c'hoarvezo en do da vont da labourat war tachenn rannvro Breizh. - Bez en deus da zaremprediñ ur bern tud : ar skipailh gopret, izili burev ha kuzul-merañ ar gevredigezh, an dud a-youl vat, dilennidi ar strollegezhioù lec'hel, kenlabourerien diavaez, hag all... - Bez e c'hoarvezo en do da labourat abred pe ziwezhat, pe e-pad an dibenn-sizhun, diouzh an ezhommoù (emvodoù, festivalioù, darvoudoù....) - Ar prantad labour hag e aozadur a vezo termenet diouzh ar c'hontrad hag ar profil post. Obererezh Abadennoù Evit krouiñ abadennoù, ar vuhezourez pe vuhezour : a glask sujedoù a brepar atersadennoù az a da foetañ bro, pe a zegemer tud pedet er studio, da enrollañ a framm an abadenn (gant tonioù dibabet), hag a brogramm anezhi a b/podcast an abadenn a vrud an abadennoù dre ar rouedadoù sokial a renk an abadennoù en dielloù Buheziñ a ra abadennoù end-eeun. Aozañ ha seveniñ a ra abadennoù end-eeun en diavaez eus ar studio, kenkoulz evit staliañ pe vuheziñ anezho. Bez e c'hell merañ divizoù skignet. Prientiñ ha programmiñ a ra abadennoù adskignet pe broduet gant tud a-youl vat pe radioioù all, kement evit ar sizhunvezh hag evit an dibenn-sizhun. Kenlabour Diavaez : Bez en do da genlabourat gant radioioù Brudañ ha Skignañ, ar c'h/Corlab, pa vez kenbroduet an abadennoù Bez en do da reiñ boued da abadennoù all RKB, meret gant buhezourien all. Bez e c'hello bezañ e-karg eus stajidi, pe da seveniñ abadennoù ispisial gant kenlabourerien diavaez. Bez e c'hello sikour tud a-youl vat da grouiñ o abadenn. Bez e c'hello mont e darempred gant aozadurioù diavaez da sevel raktresoù ispisial Labour Skipailh Kemeret a ra perzh en emvodoù a-stroll Bez e c'hell kinnig raktresoù d'ar c'huzul-merañ Prederiañ a ra d'ar c'hael ar programmoù Sikour a ra da sevel goulennoù yalc'hadoù zo (FSER) Teknik A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ kempenn ar skigner, ar poelladoù, ar mekanikoù A wezhoù e vezo goulennet ganti pe gantañ niverelaat an dielloù Bez e c'hello kempenn ar skigner ar poelladoù, ar mekanikoù radio... Bez e c'hello niverelaat an dielloù Barregezhioù Siriusted, gouestoni da labourat gant ur skipailh hag en un doare emren. Gouest da vuheziñ e brezhoneg- en he/e aes dre gomz ha dre skrid skiant prenet e bed ar radio pe ar mediaoù- ur stummadur a vezo kinniget e mod-all Anaoudegezh don eus bed sevenadurel ha sokio-ekonomikel bro COB ha Treger Gouest da gomz ha skrivañ e Brezhoneg (live B2) gouzout ober gant ar poelladoù micherel (office, Open Radio, Reaper, Peakpro) Intrudu, dreist-holl evit ijinañ abadennoù nevez Diplomoù Aotre bleniañ hag oto
  • Type de contrat  CDI
  • Contact  Radio Kreiz Breizh rkb.tutan@gmail.com 02 96 45 79 62
  • Fiche modifiée le 2021-04-22 14:29:37