LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Kargad·ez a gehentiñ
  • Deiziadoù  Adalek 08/01/24 (CDD 12 miz micherelaat)
  • Lec’h  Unan eus radioioù ar rouedad
  • Implijer  Brudañ ha Skignañ - Radio Breizh
  • Kefridi  Deskrivadur ar plas-labour : Kefridi ar gargadez pe ar c'hargad a gehentiñ a vo brudañ obererezhioù ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ hag ar skipailh kazetenniñ dre zoareoù treuzkas liesseurt. Labourat aray e liamm gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed. Tachennoù labour : - Brudañ abadennoù radio ar skipailh kazetenniñ - Aozañ koulzadoù kehentiñ e Breizh a-bezh - Brudañ labour ar radioioù ezel eus BhS - Brudañ ar merk RadioBreizh - Buheziñ rouedadoù sokial ar gevredigezh - Skoazellet e vo an den pa krogo gant al labour.
  • Doare den Stumm den emaomp o klask : - Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1+) - Mestroniañ ar poelladoù frammañ son, skeudenn ha video - Anavezout mat bed ar c’hehentiñ hag ar stlenneg - Skiant-prenet e bed ar c'hevredigezhioù deuet mat - Bezañ emren ha gouest da labourat en ur strollad - Gopr hervez emglev ar skingas radio
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  CCN de la radiodiffusion
  • Evezhiadennoù  Lec’h : unan eus radioioù ar rouedad - Ploneiz (29), Landerne (29), Rostrenn (22), Pondi(56) pe Sant-Ervlan (44) / Doare : 24e/sizhun - CDD 12 miz micherelaat / Plas-labour da bourveziñ : d'an 8 a viz Genver 2024
  • Mont e darempred gant  Kas ur CV hag ul lizher emginnig drebostel a-raok an 19 a viz Du 2023. Darempred : bhs.radiobreizh@gmail.com hag Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ a.kloareg@gmail.com
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-10-20 10:40:06