LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Karget a gefridi
  • Période  An abretañ ar gwellañ
  • Lieu  Breizh Uhel
  • Employeur  Diwan
  • Mission  I – Diorren Diwan Evit digeriñ skolioù, skolajoù pe ul lise, e ranko - Respont da goulennoù ar re e-karg eus ar raktres lec’hel ha studiañ anezhañ - Ambroug ar c’homite lec’hel oc’h heuliañ ar protokol digeriñ skolioù pe frammoù eil derez, o lakaat an deiziataer da glotañ hervez an degouezhioù. Skoazell a zegas evit an emvodoù foran, an emgavioù gant an tiez-kêr hag an dilennidi, ar c’hlask batimantoù, ar prientiñ budjedoù. Evit degas skoazell d’ar skolioù o vont en-dro e - Sikouro ar skolioù evit aozañ dorioù digor - Kuzulio ar skolioù en ho obererezhioù diorren (tiez-skol, niver a vugale) II – Skoazell d’ar skolioù ,skolajoù lise An den karget a gefridi a zo an den dave evit an holl zanvezioù o tennañ da mont-en- dro kevredigezhel ar skolioù. Ober a ra ivez al liamm etre ar frammoù ezel ar rouedad, en ur unvaniñ an doareoù d’ober. Evit merañ an implijidi hag an arc’hant e tegaso e/he g/c’huzulioù - War ar skoazelloù d’an implij - War an dachennoù sokial ha goproù, liammet gant an dud a vicher er rouedad. - En darempredoù gant ar melestradurioù (URSSAF, Pol implij, DIRECCTE, etc.) ; - Er merañ ha kontoù - En treuskas ar c’hiriegezhioù kevredigezhel. Karget eo ivez ar c’harget a gefridi da labourat war danvezioù pe teuliadoù evit ar rouedad a bez gant he/e c’h/ genseurtez hag izili all ar servijoù. Kemer a ra perzh e enklaskoù ha dastum titouroù evit sevel binviji boutin azasaet d’ar rouedad.
  • Profil Ho skiant prenet gwirion er bed kevredigezhel, evel den a youl-vat oberiant pe implijad·ez, a roio deoc’h an tu da gompren buan kudennoù frammoù ar rouedad. Mestroniañ brezhoneg dre gomz ha dre skrid a ranker evit ar post-mañ. Bez e c’hell ivez bezañ emvodoù e fin an devezh, ha dalc’het e vezer un nebeud dibennoù sizhun war ar bloavezh. Barrek-tre war an darempredoù ha gouest da vezañ buan en ho aes, ez oc’h gouest da selaoù mat an dud. Plijout a ra deoc’h diorren raktresoù ha fellout a ra deoc’h kas anezho da benn, ar post kinniget a yelo mat deoc’h neuze.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  Hervez ar skiant prenet
  • Remarques  CDI leun amzer
  • Contact  tuta@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2019-03-14 15:41:53