LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Kontour·ez
  • Période  An abretañ ar gwellañ
  • Lieu  Karaez / Plijidi
  • Employeur  Diwan
  • Mission  Emaomp o klask ur g·c’hontour·ez dindan kiriegezh ar renerien e karg eus merañ kontoù Skolaj Diwan Bro Dreger hag Lise Diwan Karaez. Dindan kiriegezh renerien ar skolaj hag al lise e labouroc’h ivez gant teñzorerien an AEPoù. Evit kas ho kefridi da vat e voc’h skoazellet gant sekretourva an div skol hag e voc’h ivez e darempred gant an dud a vicher er gevredigezh. Bez ho po da vont en daou lec’h ha rannet e vo hoc’h amzer labour etre an daou. -Ober war dro ar gontouriezh hollek (ar skriturioù betek ar bilañs ha kontoù ar bloaz) -Sevel fakturennoù familhoù ha pratikoù, -Enkefiañ, heuliañ ar paeamantoù, gwiriekaat ar c’hontoù-bank -Merañ sokial (nebeutoc’h eget 10 implijad) : kevrat labour, fichennoù gopr, diskleriadennoù sokial
  • Profil Ur stummadur kontoù a zo ganeoc’h (BTS, DUT, DCG) hag ur skiant prenet 3 pe 5 bloaz en un embregerezh pe en ur gevredigezh. Ma n’ho pefe ket a-walc’h a skiant prenet war al lodenn sokial e vo tu deoc’h bezañ sikouret gant an dud a vicher er gevredigezh met ret eo deoc’h koulzkoude kaout un anaoudegezh diazez war an dachenn. Mestroniañ brezhoneg dre gomz ha dre skrid a ranker evit ar post-mañ. Un den aketus oc’h ha plijout a ra deoc’h selaoù an dud hag eskemm ganto. Barregezhioù zo ganeoc’h evit kregiñ gant ur post un ul lec’h nevez o vezañ buan en o aes.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  Hervez ar skiant prenet
  • Remarques  CDI 35e Gwarez yec'hed Prevoyañs 6 sizhun koñje
  • Contact  tuta@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2019-05-06 16:17:07