LABOURZO
Accueil > Administration, développement > Offre d’emploi (Administration, développement)

Offre d’emploi (Administration, développement)

  • Poste  Merour.ez melestradurel hag arc’hant
  • Période  15 a viz Kerzu 2021
  • Lieu  Breizh
  • Employeur  UBAPAR
  • Mission  Kontouriezh • Sevel rakprizioù, fakturennoù, heuliañ ar paeamantoù hag aslañsañ • Paeañ ar bourvezerien • Merañ fredoù an dud gopret • Enrollañ ar skridoù kontouriezh • Bilañs ha disoc’h kontouriezh Merañ an arc’hant • Sevel ar rakvudjedoù, ar budjedoù dre oberiantiz, heuliañ an deñzoriezh • Sikour da gas war-raok ar strategiezh arc’hant • Klask skoazelloù-arc’hant, heuliañ ar galvoù-raktresoù Hizivaat an oustilhoù-labour • Klask ha staliañ oustilhoù-labour nevez • Diorren servijoù en linenn (enskrivadurioù...) Heuliañ ar c’hoskor, e liamm gant ar gevelerien • Treuzkas an titouroù evit sevel ar c’hevradoù-labour, fichennoù-pae, diskleriadurioù kargoù sokial... Merañ ar velestradurezh 32 % eus un amzer leun • Degemer dre bellgomz • Merañ al lizhiri hag ar posteloù • Heuliañ an dielloù • Heuliañ an ezelañ • Merañ melestradurezh ar stajoù BAFA-BAFD, DABU-DARE • Heuliañ ar stummadurioù micherel • Buhez ar gevredigezh • Goulennoù yalc’had • Heuliañ an dielloù DLA • Heuliañ an asurañs • Servij urzhuataerezh ha meziantoù dieub • Sekretourva evit ar gopridi pe an dud a-youl-vat. Kehentiñ 8 % eus un amzer leun • Stummañ ha skignañ dielloù kehentiñ • Hizivaat al lec’hienn internet hag ar rouedadoù sokial Buhez kevredigezhel 16 % eus un amzer leun Kemer perzh e skipailh gopridi an UBAPAR Emvodoù-skipailh (1 devezh bep miz) Kemer perzh e degouezhioù an UBAPAR (Emvod-meur, devezhioù-emgav...).
  • Profil Gouzout-ober hag anaoudegezhioù • Anavezout bed ar c’hevredigezhioù hag e vont-en-dro • Anavezout ar gontouriezh ha merañ an arc’hant • Mestroni meziantoù kontouriezh (API Compta ou Sage ma ‘z eo posubl) • Mestroni oustilhoù burevek (heuliad Libre Office) • Mestroni oustilhoù kehentiñ (PAO, rouedadoù sokial, oustilhoù kenlabourat, oustilhoù framasoft, sevel testennoù ha taolennoù...) • Anaoudegezh eus ar meziantoù dieub • Galleg mestroniet mat, dre skrid ha dre gomz • Anaoudegezh eus ar brezhoneg • Skiant-prenet ur bloavezh Gouzout-bezañ • Siriusted ha gouest d’en em aozañ • Merañ ar priorelezhioù hag an doserioù mallus • Emrenerezh En e aes gant an dud, war selaou • Evezhiegezh • Bezañ dieub evit ar re all. Diplomoù DUT Merañ an embregerezhioù hag ar velestradurezhioù, dibab Merañ ar gontouriezh hag an arc’hant BTS Merañ an embregerezhioù bihan ha krenn BTS sikour d’ar renerezh Aotreegezh vicherel Management ha merañ an aozadurioù
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  Sammad kriz 1 516,85 € €
  • Remarques  80 %. 121,34h/mois. 28h/sizhun Gopr : strollad D emglev labour a-stroll ar buheziñ ECLAT, kenefeder 300 hag adsevel ar red-micher Euvezhioù reoliek evit gellout degemer dre bellgomz Mone-doneoù war an hent e Breizh a-wechoù (kaout ur c’harr-tan hag a
  • Contact  Lizher-emstrivañ ha CV da gas dre bostel da ubapar@ubapar.bzh evit ar 15 a viz Kerzu 2021. An emgavioù-tuta a vo e miz Genver 2022. Post da vezañ tapet adalek miz C’hwevrer 2022. Teoliañ e miz C’hwevrer ha Meurzh 2022.
  • Fiche modifiée le 2021-11-16 12:36:17