LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Buheziñ > Kinnig labour (Buheziñ)

Kinnig labour (Buheziñ)

  • Post labour  Animatourien ha stajidi DABU
  • Deiziadoù  24/07 --> 30/07/2022
  • Lec’h  Ar Roc'h-Jëody (22450)
  • Implijer  Ti ar C'hoadoù
  • Kefridi  Ni zo o klask war-lec'h animatourien DABU evit buheziñ ar c'hamp vakañsoù "Kaïak e Bro-Dreger", azalek ar 24 betek an 30 a viz Gouere er Roc'h-Jeody. Degemeret vo 24 bugel etre 8 ha 12 bloaz. Graet e vo kaiak goude merenn gant ar vugale : ar c’hentelioù vo kaset gant kreizenn kanoe ar Prajoù. Ar skipailh buheziñ a raio war-dro ar vuhez pemdez. Ar pal a vo lakaat ar vugale da dremen vakansoù plijus en natur. Kousket vo e teltennoù, aozet vo boued gant ar vugale, kaset vo beilhadegoù d’an noz. Pinvidik eo al lec’h : moaien vo da gas ur bern c’hoarioù en natur ha da vont da bourmen gant ar vugale e-kichen ar ster Yeodi. Implijet vo al lec’h hag ar c’hoad evit ober c’hoarioù bras tro dro d’ar C’hastell Du. Ur bern c’hoarioù diwar-benn istor al lec’h vefe da ijinañ ha da gas.
  • Doare den Kasit deomp ho CV ma z'oc'h dedenet : klask a reomp tud menet da vevañ a-stroll, leun a startijenn ha plijet da gontañ ar gaoz e brezhoneg. Degemeret vo tud gant an DABU klok pe tud o tremen ar staj DABU
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  50 € brut dre zevezh
  • Evezhiadennoù  7 devezh labour + 1 devezh prientiñ
  • Mont e darempred gant  Aziliz Cornec - Renerez ar c'amp ; cornecaziliz@hotmail.fr ; 06 37 57 39 36
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-06-23 10:47:25