LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kelenn > Kinnig labour (Kelenn)

Kinnig labour (Kelenn)

  • Post labour  Kelenner brezhoneg
  • Deiziadoù  Adalek miz Gwengolo 2020
  • Lec’h  Bro Leon
  • Implijer  Ti ar Vro Leon
  • Kefridi  Dindan kiriegezh ar c'henurzhierez, hag e liamm izili ar gevredigezh ha gant skipailhoù pedagogel ar skolioù,e ranko an implijiad : • Kinnig un tañva da yezh ha sevenadur ar vro e klasoù kentañ derez • Prientiñ an abadennoù hervez programoù an Deskadurezh Stad • Sevel ur bilañs bloaziek deus an oberiantizoù kinniget • Kemer perzh en emgavioù pedagogel
  • Doare den • Brezhoneg komzet ha skrivet mat (live 3/4 kael european ar barregezhioù yezh) • Barregezhioù a-fed pedagogiezh ha buheziñ azasaet d'ar vugale • Anaoudegezh vat eus sevenadur ar vro • Bezañ gouest d'en em aozañ e unan • Barrek da vezañ en e aes en darempredoù, labour gant ur skipailh • Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Strollad 2 Kenemglev ar Buheziñ
  • Evezhiadennoù  • Kevrat didermen darn-amzer • Kevrat hollek ar buheziñ, kael ispisial, strollad 2 • Frejoù mont ha dont ouzhpenn • Prantad kregiñ : miz Gwengolo 2020 • Takad labour : Bro Lesneven, Bro An Aberioù ha Bro an Irwazh
  • Mont e darempred gant  Ti ar Vro Leon lizher@tiarvroleon.org
  • Fichenn bet kemmet d’an 2020-07-01 11:16:47