LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kelenn > Kinnig labour (Kelenn)

Kinnig labour (Kelenn)

  • Post labour  Ur gelennerez pe ur c’helenner
  • Deiziadoù  miz Gwengolo 2023
  • Lec’h  PLONEOUR-LANWERN
  • Implijer  MERVENT
  • Kefridi  Evit labourat war tachennoù ar c’hentelioù-noz, an tañva er skolioù, an tañva ouzh ar brezhoneg evit ar bugaligoù er frammoù bugaligoù, stummerezh diehan er strollegezhioù lec’hel. Takad labour : Kreiz Breizh, Bro Douarnenez, Bro Ar Porze, Bro Kemper, Bro An Aven, ar vro vigoudenn
  • Doare den - Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5, - Brezhoneg komzet ha skrivet mat, - Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ diouzh ar vugale hag an dud deuet, - Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien, - Aotre bleniañ ret.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  Convention collective de l’animation
  • Evezhiadennoù  Kevrat termenet, darnamzer Prantad kregiñ : miz Gwengolo 2023
  • Mont e darempred gant  Lizher emginnig ha CV da gas a-raok ar 1añ a viz Gouere 2023 da Aotrou Kenprezidant, MERVENT, BP 29, 29720 PLONEOUR-LANWERN
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-05-02 15:16:40