LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kelenn > Kinnig labour (Kelenn)

Kinnig labour (Kelenn)

  • Post labour  Kelenner·ez evit an dud deuet
  • Deiziadoù  Adalek d'ar 5 a viz Even 2023
  • Lec’h  Meurgêr Naoned
  • Implijer  Kentelioù an Noz
  • Kefridi  - Kelenn brezhoneg d'an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek, war meur a live - Da vare kreisteiz ha diouzh an abardaez e vez ar braz eus ar c'hentelioù, e-maez ar vakañsoù skol - Sevel kentelioù ha c'hoarioù nevez, diwar kursus ar gevredigezh, da liesseurtat hag efedusaat ar c'helenn - Ober war-dro ar strolladoù etre ar c'hentelioù (skrivañ d'ar re ezvezant, kas poelladennoù...) - Buheziñ al laz kelenn : stummañ ha hentañ ar gelennerien all - Kemer perzh e aozañ ar stajoù, oc'h ober war-dro ar rann gelenn anezho - Kenlabourat gant ar c'henurzhier, evit ma vo aozet skoaz-ouzh-skoaz kentelioù ha dudioù
  • Doare den - Anaoudegezh vat eus ar yezh (DBY live C1) - Bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev vo deuet mat - Bezañ prenet skiant war ar c'helenn d'an dud deuet 'vo deuet mat - Gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded - Gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt - Bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ - Bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien, ar c'henurzhier hag ar c'huzul-merañ - Aotre bleniañ hag ur c'harr ret
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT)
  • Evezhiadennoù  Kevrat didermen he fad leun amzer
  • Mont e darempred gant  Burev Kentelioù an Noz 02 40 20 39 74 kenteliouannoz@gmail.com 12 avenue de l'Angevinière - 44800 St Herblain
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-03-13 17:51:29