LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Edukatour-ez bugaligoù e magouri
  • Deiziadoù  A-benn miz meurzh 2019
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Babigoù Bro Roazhon
  • Kefridi  An edukatour/edukatourez bugaligoù a genlabour tost gant renerez al liesdegemer. Karget eo eus diorren ar vugaligoù hag eus ar raktres pedagogel . Klask a reomp un den a zo en e aes gant al labour a-stroll. An edukatour/edukatourez bugaligoù a ra war-dro an diorren pazenn-ha-pazenn evit pep bugel bihan. Un endro doujus ouzh pep bugel a zo ret dezhañ/dezhi sevel evit o bleuniadur. Trevelloù pennañ : - Degemer pep bugel hag e gerent. Ober war-dro o diorren psikologel ha fisikel en ur mod doujus. - Diwall ouzh yec’hed, eurvad ha preder ar bugaligoù. - Skoazallañ ar skipailh gant startijenn. Buheziñ emvodoù hag aesaat ar c’henlabour etre ar skipailh micherel. - Ijinañ ha lakat e pleustr raktres pedagogel al liesdegemer. Pep tra graet ganeoc’h a vo rediet da vezañ kempoell gant ar raktres desavadurel. - Magañ al liamm gant an tiegezhioù, an tud a vicher hag ar gevelerien. - Treuzkas keloù pouezus evit ar bugaligoù etre al liesdegemer hag an tiegezhioù - Kemer perzh en drevelloù pemdeziek : freskaat ar babigoù, fardañ boued, gwalc’hiñ al lienaj, ober ar menaj, renkañ ar salioù buhez - Doujañ ouzh reolennadurioù, kerzhadurioù ha lezennoù bed ar bugaligoù - Merañ oberezioù evit sikour ar renerez (rentañ-kont eus an emvodoù, sevel implij-amzer ar skipailh) - Kenlabourat gant ar renerez evit sevel tres ar stummadurioù micherel. Diskirvadur ar gevredigezh hag al liesdegemer Ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon zo kevreet gant ar gengevredigezh Babigoù Breizh. Ur gevredigezh « lezenn 1901 hep pal kenwerzhel » eo. Babigoù Bro Roazhon a sav hag a grou ensavadurioù divyezhek dre soubidigezh evit are vihan-tout e Ill-ha-Gwilen. Brezhoneg eo yezh ar vuhez el liesdegemer. Galleg a zo implijet evit skoazellañ pa eo ret. An eskemmoù gant an tiegezhioù a c’hall bezañ graet e galleg. Oberezioù a zo ijinet evit respont ouzh ezhommoù ispisial ar raktresoù desavadurel ha pedagogel. Divyezhegezh a re vihan-tout hag al liamm gant yezhoù mamm an tiegezhioù zo e-kreizh ar rakrtesoù. An ensavadur implijer a zo anvet « Bisigoù ». Ur vagouri liesdegemer eo. 16 plas a zo evit bugaligoù etre 2 viz ha 4 bloaz. Degemer a reomp ar vugale en ur mod reoliek, pouentel pe dre mallusted. En ur c’harter pouezus evit « politikerezh ar ger Roazhon » emañ ho liesdegemer.
  • Doare den Anavezout a reoc’h pedagogiezhioù oberiant. Kustumet oc’h evit sevel un endro ag a lak pep bugel da greskiñ en e lusk. Un den emren, sirius hag aketus oc’h. Labourat en un ensavadur ag a lak an den e kreiz ar raktres a blij deoc’h. Darempredoù mat gant an dud o peus. Barreg oc’h da sellaou ar re all evit diskoulmañ an traoù. An diplom Edukatour/Edukatourez bugaligoù a zo bet tapet ganeoc’h. Ma’z o peus skiant-prenet war al labour-se e vefe gwelloc’h. Aes eo evitoc’h labourat war un urzhiater Komz, skrivañ ha lenn a reoc’h brezhoneg en un doare aes (live B2)
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Gopr hervez emglev labour a-stroll
  • Evezhiadennoù  En em ginnig a-raok an 31 a viz Genver 2019 Post da gemer buhan Micher: Edukatour/Edukatourez bugaligoù Kevrat: Kevrat didermen (CDI) Amzer-labour: Leun amzer, 35e/sizhun Skiant prenet : diplomet, neveziad asantet
  • Mont e darempred gant  babigoubroroazhon@gmail.com Renerez: Margot LOUARN President: Jocelyn DEQUE
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-01-02 10:27:58