LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Animatour-ez bugaligoù e magouri
  • Deiziadoù  A-benn miz meurzh 2019
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Babigoù Bro Roazhon
  • Kefridi  Kemer a reoc’h ar perzh en ober war-dro ar vugale dre vras war ar pemdez. Kenlabourat a reoc’h gant tud a vicher ar skipailh en ur zoujañ diouzh ar raktres desavadurel ha pedagogel. Trevelloù pennañ : - Degemer pep bugel hag e gerent. Ober war-dro o diorren psikologel ha fisikel en ur mod doujus. - Diwall ouzh yec’hed, eurvad ha preder ar bugaligoù. - Treuzkas keloù pouezus evit ar bugaligoù etre al liesdegemer hag an tiegezhioù - Kemer perzh en drevelloù pemdeziek : freskaat ar babigoù, fardañ boued, gwalc’hiñ al lienaj, ober ar menaj, renkañ ar salioù buhez - Doujañ ouzh reolennadurioù, kerzhadurioù ha lezennoù bed ar bugaligoù Diskirvadur ar gevredigezh hag al liesdegemer Ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon zo kevreet gant ar gengevredigezh Babigoù Breizh. Ur gevredigezh « lezenn 1901 hep pal kenwerzhel » eo. Babigoù Bro Roazhon a sav hag a grou ensavadurioù divyezhek dre soubidigezh evit are vihan-tout e Ill-ha-Gwilen. Brezhoneg eo yezh ar vuhez el liesdegemer. Galleg a zo implijet evit skoazellañ pa eo ret. An eskemmoù gant an tiegezhioù a c’hall bezañ graet e galleg. Oberezioù a zo ijinet evit respont ouzh ezhommoù ispisial ar raktresoù desavadurel ha pedagogel. Divyezhegezh a re vihan-tout hag al liamm gant yezhoù mamm an tiegezhioù zo e-kreizh ar rakrtesoù. An ensavadur implijer a zo anvet « Bisigoù ». Ur vagouri liesdegemer eo. 16 plas a zo evit bugaligoù etre 2 viz ha 4 bloaz. Degemer a reomp ar vugale en ur mod reoliek, pouentel pe dre mallusted. En ur c’harter pouezus evit « politikerezh ar ger Roazhon » emañ ho liesdegemer.
  • Doare den Anavezout a reoc’h pedagogiezhioù oberiant. Kustumet oc’h evit sevel un endro ag a lak pep bugel da greskiñ en e lusk. Un den emren, sirius hag aketus oc’h. Labourat en un ensavadur ag a lak an den e kreiz ar raktres a blij deoc’h. Darempredoù mat gant an dud o peus. An TGM Animatour/Animatourez desevadurel bugaligoù a zo tapet ganeoc’h. Skiant-prenet a zo ganoec’h e vefe mat Aes eo evitoc’h labourat war un urzhiater Komz, skrivañ ha lenn a ra brezhonneg en un doare aes (live B2)
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr   Gopr hervez emglev labour a-stroll
  • Evezhiadennoù  En em ginnig a-raok an 31 a viz Genver 2019 Post da gemer buhan Micher: TGM animatour/ animatourez desavadurel bugaligoù Kevrat: Kevrat didermen (CDI) Amzer-labour: darn-amzer, 25e/sizhun Skiant prenet : neveziad asantet
  • Mont e darempred gant  babigoubroroazhon@gmail.com Renerez: Margot Louarn President: Jocelyn Deque
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-01-02 10:25:58