LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  Rener.ez magouri
  • Deiziadoù  6 a viz Even
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Babigoù bro Roazhon
  • Kefridi  Ren a ra ar vagouri : melestradurezh, budjed, merañ ha kement ober a sell ouzh degemer ar vugale hag o zud. Lakaat a ra e pleustr ha diwall a ra ma vez doujet d’ar reolennoù surentez, yec’hederezh ha yec’hed a dalvez evit an aozadurioù a zegemer bugale yaouank. Karget eo da steuñviñ, aozañ, sturiañ ha kontrolliñ an doare ma vez lakaet raktres pedagogel al liesdegemer e pleustr gant skipailh an dud a vicher, teuler evezh ma vo graet en ur mod efedus hag a galite, ha kement-se e darempred gant ar gerent. Karget eo da lakaat ar framm da vont en-dro evel zo dleet ha kenlabourat a ra gant ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon evit delc’her gant kalite ar servij. Delc’her a ra kont eus dibaboù ar gevredigezh Babigoù Bro Roazhon hag ar strollegezhioù keveler.
  • Doare den Gouiziegezhioù -anaout diorren ar vugaligoù hag an dafar pedagogel evit an deskadurezh pozitivel, -gouzout diouzh ar bediatriezh (kleñvedoù ar vugale, kemer e karg hag aozañ ar prederioù asambles gant mezeg ar magourioù), -gouzout diouzh merañ an tiez ma vez degemeret bugaligoù, -anaout ar reolennoù a dalvez evit an tiez ma vez degemeret bugaligoù hag al lezennoù a sell ouzh gwareziñ ar vugale, -anaout ar bed ensavadurel a zo liammet ouzh Bisigoù (kevelerien ha kefridioù), -gouzout diouzh ar reoliñ ha lezennoù al labour. Barregezhioù -bezañ gouest da aozañ ha da zileuriañ, -bezañ gouest da selaou, da gaozeal ha da varc’hata, -bezañ gouest da gas an traoù en-dro, -bezañ gouest da gemer disentezioù ha da verañ traoù zo war ar prim. Emzalc’h -gouzout degemer ha daremprediñ an dud, -bezañ prest da respont dalc’hmat, -bezañ gouest d’en em ober diouzh an degouezhioù.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  2370 Euros kriz
  • Evezhiadennoù  Gell a rit dont e darempred ganeomp da gaout ar fichenn bost en he fezh.
  • Mont e darempred gant  Cotten Morgane bureaubbr@gmail.com
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-04-24 13:42:52