LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Diwall bugale > Kinnig labour (Diwall bugale)

Kinnig labour (Diwall bugale)

  • Post labour  EILBABIGOUR / KLAÑVDIOUR·EZ E BREZHONEG
  • Deiziadoù  01/07/24 - 31/07/24
  • Lec’h  Magouri Jibidi - 22 straed Liège Brest
  • Implijer  Sked
  • Kefridi  Ho pal, evel eilbabigour pe klañvdiour·ez ar vagouri, a vo kemer perzh e divorfilañ ar vugale en ur zoujañ d’o lusk ha d’o ezhommoù. Evit-se, talvoudoù ar ren skipailhoù en ur mod perzhiek a glot gant ho re. Ober ma vo lakaet e pleustr ar reolennoù a-fet surentez yec'hederezh ha kempouez magañ, e liamm gant ar renerez, Bezañ atebek dindan ar renerez war kalite an doare ma vo kemeret ar vugale e karg ha graet war-dro al liamm gant o familhoù, Ambroug digoradur ar framm : heuliañ al labourioù, ober war-dro klask ha kevraouiñ gant pourvezerien al liesdegemer (trezoù, predoù, produoù a-fet yec’hederezh,…) Kenurzhiañ ar skridaozañ evit an holl deulioù reoliek, dindan arabegezh ar renerez, Kaout ur sell hollek war ar strollad evit ma vo ar vugale en o aeZ hag evit ma vo lusket ar strollad, Merañ degemer hag azasadur ar vugale nevez hag o familh ; Bezañ gwevn hag en em ober diouzh pep degouezh evit degemer ar vugale, Kemer perzh e kenemprañ lec’hel ar vagouri, e luskañ buhez ar c’hevredigezhioù, ijinañ oberoù en-dro d’al lusk-se, kas war-raok ar modoù kenlabourat…
  • Doare den Brezhoneger·ez oc’h Gant an diplom Eilbabigour bugaligoù pe klañvdiour, Gouest oc’h da gas ho labour o kenlabourat gant kendivizerien lies, Krouiñ liammoù être an dud a blij deoc'h.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  hervez ar skiant- prenet
  • Evezhiadennoù  Un erlec'hiadenn e vefe eus 01/07/24 betek fin miz Gouere
  • Mont e darempred gant  Erel Guegueniat - jibidi@sked.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2024-07-02 13:55:41