- Date de naissance 15 octobre 1976
- Commune 35 Rennes
- Domaine Animation, Accompagnants scolaires, Commerce, Communication, Linguisme, Administration, Divers
- Profil Emaon o klask ul labour e brezhoneg er micherioù liammet gant ar glad, ar sevenadur Breizh, pe an touristelezh. Prest on da labourat e kevredigezhioù sevenadurel pe war ar c'hehentiñ, er mediaoù pe e tiez-embann ivez. En doare all e c’hallfen ober gant ar yezhoù, pleustriñ pe treiñ.
Deskiñ em eus ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon abaoe 2015, aotreegezh ha mestroniezh LLCER brezhoneg. Komz a ran brezhoneg, galleg hag un tamm gouezeleg. Saoznegerez a-vihanik on.
Labouret em eus e domanioù disheñvel : buhezourez, skoazellerez produiñ (gouelioù), micherourez,
melesterez. Gant tud a bep seurt em eus bet labouret : bugale, pratikoù, sonerien, marc’hadourion, studierien. Barregezhioù a bep seurt am eus paket. Skiant prenet am eus : ostizez degemer, kasourez, troidigezh, sikourerez an dud, kelennerez. Kad on da labourat e skipailh hag en un doare emrenn, merañ ha sevel raktresoù, degemer tud ha sikour anezhe. Ur plac’h aozet mat gant startijenn on, gouest-mat d'en em azasaat. Plijout a ra al labour a-skipailh din.
Laouen e vefen labourat ganeoc'h. M’ho peus goulennoù, deuit da zarempred ganin.
- Diplômes
- Autres diplômes Master 2 LLCER Brezhoneg
- Fiche modifiée le 12 mars 2022
Curriculum Vitae :
Le téléchargement n’est possible que pour les employeurs authentifiés.