LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Skoazellerien skol > Kinnig labour (Skoazellerien skol)

Kinnig labour (Skoazellerien skol)

  • Post labour  ASEM
  • Deiziadoù  a ray d’ar 6 a viz Genver 2020
  • Lec’h  SKOL DIWAN GWENED
  • Implijer  DIWAN GWENED
  • Kefridi   Dindan atebegezh renourez hag AEP ar skol : - E vo sikouret ar skolaerien e-pad an eurioù klas ganeoc’h : degemer, yec’hederezh ar vugale, prientiñ ha renkañ an dafar skol. - E vo eveshaet ar vugale war ar porzh-skol. - E vo graet war-dro ar skolidi war ar mareoù troskol (kantin ha diwallerezh) hag ar c’housk-aze. - E vo dalc’het a-ratre savadurioù ha dafar ar skol. Kevrat termenet he fad eus 12 miz. Kregiñ a ray d’ar 6 a viz Genver 2020 dindan gevrat sikouret CUI-CAE, 28e/sizhun, gopret GIEK dre eur. Mersi da wiriañ hag-eñ oc’h dilennadus e-keñver ar c’hevratoù sikouret ha hen menegiñ en hoc’h emstrivadur.
  • Doare den Divyezhegezh brezhoneg-galleg. Darempred gant ar vugale : selaou, pasianted, hegarat, en ho aes gant an dud hag o bugale, evezhiegezh (degemeret mat e vo ar skiant-prenet) Doujañ ouzh reolennoù ar yec’hederezh, an naetadurezh hag ar surentez (HACCP) Mestroniañ ar mod da naetaat ha da zerc’hel a-ratre. Emrenerezh ha barrek war al labour a-stroll. Biskoazh bet barnet.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  gopret GIEK dre eur.
  • Evezhiadennoù  Gant Skol Diwan Gwened e vez degemeret bugale eus ar skol-vamm betek ar CM2. War ar soubidigezh eo diazezet ar bedagogiezh evit mestroniañ abred-tre an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Lik, kevredigezhel ha digoust eo ar skolioù Diwan.
  • Mont e darempred gant  Kasit ul lizher emstrivañ hag ur CV mar plij ganeoc’h. Dre lizher : AEP SKOL DIWAN GWENED BOHALGO 3 hent-dall Bohalgo 56000 Gwened Dre bostel : aep.gwened@diwan.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-11-20 21:46:59