LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Skoazellerien skol > Kinnig labour (Skoazellerien skol)

Kinnig labour (Skoazellerien skol)

  • Post labour  SKOAZELLER.EZ SKOL-VAMM
  • Deiziadoù  Kontrad termenet PEC (2022-2023)
  • Lec’h  Skol Diwan Rianteg
  • Implijer  AEP Diwan Rianteg
  • Kefridi  Goulennet e vo genoc’h sikour get ar strollad pedagogel en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg : degemer, yec’hed ar vugale, renkiñ an dafar pedagogel, prientiñ ha gober àr-dro chouk ar re vihan, evezhiiñ ar porzh, ambrougiñ ar vugale d’ar privezioù… Ambrougiñ a reoc’h ar vugale en o deskamant ag ar vuhez pemdez hag e reolennoù buhez ar skol, evit stalioù buheziñ dudius. Ret e vo deoc’h ivez gober àr-dro kempenn ar savadur hag an dafar.
  • Doare den Komz ha skriviñ brezhoneg. Doujiñ doc’h ar reolennoù a yec’hed, doujiñ doc’h ar reolennoù propder ha surentez dre vras. Bout en e aes get ar vugale, muioc’h c’hoazh get ar re vihan er skol-vamm (selaou, madelezh, pasianted, eskemm, hag evezhiegezh vicherel get ar vugale hag ar familhoù). Bout aozet mat, startijenn, azasadur d’ar pezh a zo d’ober. Deraouad asantet.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  SMIC (dre eur)
  • Evezhiadennoù  Nature ar c’hontrad : PEC – kontrad termenet a 12 miz. Niver a eurioù : 24 bleziek (+ adc’hopr get an ti-kêr evit evezhiiñ an ehan merenn).
  • Mont e darempred gant  CV + lizher emginnig da : skol.diwan.rianteg@gmail.com 02 97 84 50 63
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-07-02 10:30:11