LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Skoazellerien skol > Kinnig labour (Skoazellerien skol)

Kinnig labour (Skoazellerien skol)

  • Post labour  Skoazellerez vrezhoneg er skol-vamm
  • Deiziadoù  Azalek ar 1añ a viz Gwengolo 2023
  • Lec’h  Sol Sant Joseph Kleder
  • Implijer  OGEC skol Sant Jozef 7, ru ar Pont Jegu
  • Kefridi  Ober war-dro ar vugale er c'hlas, dindan kiriegezh ar mestr-skol. Kempenn ar c'hlasoù, al lec'hioù boutin, ar privezioù. Netaat an dafar implijet gant ar vugale (er c'hlas hag er sal-gousket). Diwall ar vugale (re ar skol-vamm pe ar re eus ar CP d'ar CM2) war ar porzh-skol. Ober war-dro ar vugale er c'hantin ha war ar pemdez (o distlabezañ, o gwiskañ-diwiskañ ...) Ober war-dro diwallerezh ar CE-CM diouzh ar mintin.
  • Doare den Diplomoù souetet: Testeni Gouested Vicherel (CAP) Ambrouger desavadurel ar vugaligoù Dizarbenn ha sikour keodedel live 1 (DSK1) Barrek da gaozeal e brezhoneg ha mennet da beurzeskiñ. Bezañ urzhiet ha pront da respont da ezhommoù ar c'hlas ha da re ar vugale. Bezañ gouest da zerc'hel start er pezh goulennet digant ar vugale. Bezañ prest d'en em ober ouzh ar bedagogiezh Montessori. Kaout intrudu. Skiant prenet: Bet ur bloaz o labourat e bed ar vugaligoù ne vefe ket fall.
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Evezhiadennoù  Kevrad didermen (4 miz da aesañ), 35 eurvezh pep sizhun e-pad an amzer-skol, da lavaret eo 29.60 eurvezh dre sizhun paeet ha bloaziekaet
  • Mont e darempred gant  CV ha lizher emginnig da gas betek ar15 a viz Even 2023 dre vail d'an aotrou rener David LE DREZEN : eco29.st-joseph.cleder@enseignement-catholique.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-05-25 15:23:17