LABOURZO
Accueil > Communication et médias > Offre d’emploi (Communication et médias)

Offre d’emploi (Communication et médias)

  • Poste  kenurzhier.ez
  • Période  ar Merc'her 01.06.2022
  • Lieu  Rieg
  • Employeur  TI AR VRO BRO KEMPERLE
  • Mission  degemer, sekretourva, kontouriezh simpl (konterezh pemdeziek, heuliañ ar raktresoù, fakturennoù), sevel teuliadoù goulenn yalc'had, prientiñ emvodoù, skrivañ rentaoù-kont, kelaouiñ kevredigezhioù ar rouedad, bouetañ lec’hienn internet ar gevredigezh, heuliañ raktresoù sevenadurel, buhezañ ar rouedad sevenadurel ha yezh ar vro, labourat war an dachenn gant ar c'hevredigezhioù keveler, kaout darempredoù gant an ensavadurioù hag ar gevelerien bublik. Barregezhioù hag anaoudegezhioù : sekretourva, urzhiataerezh (internet, poelladoù skrivañ, konterezh, skeudennaouiñ), bezañ en e vleud evit skrivañ, bezañ gouest da genlabourat, dre strolladoù ha dre rouedadoù, bezañ gouest da gas a benn raktresoù sevenadurel, aozañ emvodioù, birvilhañ divizioù ha bezañ emren, anaoudegezh sevenadur Breizh ha bed kevredigezhel ar vro.
  • Profil BAC + 3 war tachenn merañ raktresoù sevenadurel ha kenurzhiañ kevredigezhioù, live B2 e brezhoneg da nebeutañ. Aotre-bleinañ B.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  gwezhiader 280 (rummad C) ECLAT
  • Remarques  dav eo kaout ur c’harr-tan (emvodioù tro-dro ar vro)– Al labour a c'hell bezañ diouzh an noz hag e-pad an dibenn-sizhun
  • Contact  Kas CV + lizher lusked a-raok d'ar Sul 8 a viz Mae 2022 :Ti ar vro Bro Kemperle - Cécile Flouret, prezidantez -Hent ar gwez derv kozh - 29340 Rieg Pe dre bostel da : kuzul.tavbk@outlook.fr
  • Fiche modifiée le 2022-04-20 14:05:46