LABOURZO
Accueil > Communication et médias > Offre d’emploi (Communication et médias)

Offre d’emploi (Communication et médias)

  • Poste  Kargad·ez war an diorren
  • Période  Gwengolo 2022
  • Lieu  Reter Breizh
  • Employeur  Diwan
  • Mission  Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet 45 bloaz zo, ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. Emañ Diwan o klask ur g·c’hargad·ez war an diorren a vo e·he c’h·gefridi klask ha dielfennañ takadoù a zere evit digeriñ ur skol Diwan nevez. Gouzout a ouio reiñ nerzh ha bodañ tud ar skolidi nevez evit krouiñ ar skol nevez hag oberiant e vo evit ambroug anezho pa rankint mont e Darempred gant obererien ensavadurel. Mont a raio e Darempred ivez gant ar skolioù a zo anezho dija evit sikour o diorren. Dindan atebegezh renerezh ar gevredigezh e labouroc’h a-gevret gant ur c’hargad·a gefridi all evit sevel ensklaskoù liesseurt war ar rouedad Diwan a-bezh. Evel kendivizer·ez ar c’hevredigezhioù a ver ar skolioù e voc’h ivez un hanterour·ez· etrezo ha servijoù ar gevredigezh. Ho kefridioù a vo dreist-holl : - Dielfennañ ha kavout an takadoù a c’hellfe degemer ur skol - Da geñver digoradurioù skolioù, skolajoù pe liseoù : - Bodañ hag ambroug ar gerent nevez e penn ar raktres ha priziañ ma c’hell dont da wir. - Ambroug ar ginnigerien raktres en ur heuliañ ar reolennoù krouiñ skolioù nevez pe skolajoù, liseoù ha azasaat an deiziataer diouzh an degouezhioù : emvodoù publik, emvodoù gant an tiez-kêr hag an dilennidi, klask arc’hant, klask savadurioù… - Kreñvaat skolioù a zo anezho dija : - Sikour ar skolioù da aozañ an dorioù digor ha bremanekaat teul an dorioù digor asambles gant ar gargadez war ar c’helaouiñ - Kuzuliañ hag ambroug diorren ar skolioù - heñchañ ar gerent a youl vat war-zu servijoù ar gevredigezh p’o deus da ober gant difraeoù teknik. - Dastum titouroù dre enklaskoù a c’hello bezañ savet diwarno taolennoù hag ostilhoù stur evit a rouedad Diwan
  • Profil En ho aes emaoc’h gant an dud, plijet gant ar brezhoneg ha mennet da ziorren anezhañ. Evit kemer ar garg-mañ e rankoc’h deskiñ istor Diwan ha bezañ a-du gant talvoudegezhioù ar gevredigezh a zileurioc’h pa gejoc’h gant tud ho po tro da welout da geñver ho kefridioù. Ret eo mestroniañ ar brezhoneg evit ar post-mañ. Emren hag aozet mat e ouezit en em reiñ ivez e raktresoù sevenet a-stroll. Ur stummadur mererezh raktresoù pe ur skiant-prenañ war kefridioù diorren er bed kevredigezhel a vo deuet mat evit ar post-mañ.
  • Type de contrat  CDI
  • Rémunération  22800€
  • Remarques  Emaomp e soñj tuta war ziazez ur gevrat didemern leun amzer met diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e c’hello bezañ kinniget deoc’h ul labour darn-amzer 80 %. Karout a rafemp degemer ac’hanoc’h adalek ar 1añ a viz Here 2022 met gellout a reomp deg
  • Contact  tuta@diwan.bzh
  • Fiche modifiée le 2022-07-21 16:31:16