LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Kazetenner-ez
  • Deiziadoù  Adalek miz Mae
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Brudañ ha Skignañ/ Radiobreizh
  • Kefridi  Bezañ perzh an abadenn « Keleier ar Vro » savet gant kazetennerien Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù-kaoz. Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun. Stummadur diabarzh ha diavaez. Kevrad didermen.
  • Doare den Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1). Bezañ en hec'h aes/ en e aes gant an urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper...). Skiant-prenet e bed ar radio hag ar c’hazetenniñ a zo erru mat. An deraouidi a zo erru mat ivez. Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Hervez kael emglev ar gazetennerien
  • Evezhiadennoù  Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel betek an 31 a viz Meurzh. Kaout an aotre-bleniañ hag un oto. Plas labour e Roazhon
  • Mont e darempred gant  bhs.radiobreizh@gmail.com / Alan Kloareg, 06 02 04 69 61/ Erwan Blanchard 06 76 62 66 36.
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-01-14 10:27:48