LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Kenurzhier.ez an embann
  • Deiziadoù  An abretañ ar gwellañ
  • Lec’h  Roazhon
  • Implijer  Skol an Emsav
  • Kefridi  Kenurzhiañ embann : Bremañ hag #brezhoneg (kelaouennoù daouviziek) Kenurzhiañ ha buheziñ ar bodadoù skrivañ Aozañ roll danvez pep niverenn Aozañ ar reizhañ, maketenniñ, moullañ, skignañ Diorren ar rouedad skrivagnerien Diorren ar gwerzhañ bruderezh da embann er c’helaouennoù Diorren lec’hienn Bremañ hag #brezhoneg Merañ ar rolloù koumananterien Kenurzhiañ an embannadurioù Adembann, brudañ ha skignañ an hentenn Oulpan Aozañ hag embann an Deiziataer bloaz Kas war-raok ar raktresoù embann nevez Brudañ embannadurioù Skol an Emsav Kemer perzh e foromoù/saloñsoù da vrudañ, embannadurioù, stummadurioù hag obererezhioù Skol an Emsav, diouzh an ezhomm. Aozañ ar brudañ war an dachenn. Kemer perzh en abadennoù hag emgavioù e-lec’h ma vez engouestlet Skol an Emsav, diouzh an ezhomm
  • Doare den Barregezhioù Live brezhoneg uhel (Aotreegezh pe C1) Anaoudegezh eus chadenn ha micherioù an embann Anaoudegezh eus ar meziantoù burev (endro Google), InDesign ha Photoshop Anaoudegezh eus WordPress Skiant-prenet gant ar rouedadoù sokial Skiant-prenet war merañ al lec’hiennoù internet (magañ, skridaozañ…) Spered & emzalc’h Prim oc’h eskemm titouroù ha keleier gant keneiled ar skipailh koulz ha gant kenlabourerien a-bell pe gant aozadurioù all. Emren, en h.e v.bleud o labourat e-unan, gant intrudu Aozet mat ha pizh gant h.e labour Douget da labourat dre ar munud, da beurlipat, gant daoulagad lemm
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  2002€ KRIZ / miz
  • Evezhiadennoù  Post diazezet e Roazhon (pell labour posubl evit ul lodenn deus an amzer)
  • Mont e darempred gant  Gouzout hiroc’h gwenael.dage@skolanemsav.bzh, 02 99 38 75 83
  • Fichenn bet kemmet d’an 2023-09-11 09:26:45