LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Kazetenner·ez Radio e Brezhoneg (CDI)
  • Deiziadoù  Adalek ar 01/07/24
  • Lec’h  Rostrenn/Gwengamp
  • Implijer  Brudañ ha Skignañ - Radio Breizh
  • Kefridi  Deskrivadur ar plas-labour : - Bezañ perzh en abadenn “Keleier ar Vro” savet gant kazetennerien·ezed Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreizh Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. - Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù kozh. - Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun. Skoazellet e vo an den pa grogo gant al labour.
  • Doare den Stumm den emaomp o klask : - Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1) - Bezañ en ec’h/hec’h aes gant un urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper...) - Skiant-prenet e bed ar c'hazetenniñ a vo deuet mat met deraouidi a vo degemeret ivez - Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll - Gopr hervez emglev ar c’hazetenniñ - Kaout un aotre-bleniañ hag un oto
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  CCN des journalistes
  • Evezhiadennoù  Lec’h : Rostrenn (22) ha Gwengamp (22) Doare : 35e/sizhun - CDI (kevrat vicherel ma ve ezhomm)
  • Mont e darempred gant  Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel a-raok an 29 a viz Mae 2024. Darempred : contact@radiobreizh.bzh hag Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ : a.kloareg@gmail.com
  • Fichenn bet kemmet d’an 2024-04-30 10:38:24