LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Animatour.ez
  • Deiziadoù  CDI
  • Lec’h  Pondi pe Gwened
  • Implijer  Radio Bro Gwened
  • Kefridi  Ret e vo d'an animatour.ez : – Gober àr-dro ar magazin pamdeziek Avel em fenn, evit ar blead 2024/25 ; kenproduet get RKB ha prezantet àr-ean ag ar Lun d'ar Gwener etre 5 ha 6 eur d'anderv. – Daramprediñ tud ar vro (Bro Gwened) hag o enrolliñ da gaout boued d'ober an abadenn : atersiñ ( a bell pe a dost), sevel reportajoù... – Skriviñ ur speech evit an abadenn. – Labourat asambl get ekip Radio bro Gwened, get an animatour.ez arall a Radio Kreiz Breizh, ha get koleged ar radioioù arall. – Sevel hag animiñ abadennoù ispisial en ur studio diavaez : FIL, Kan ar Bobl, GBB... (Kement-mañ hrevez ho c'hoant ha fantazi. Ni a welo asambl.)
  • Doare den - Brezhoneg mat ha brav C1 (Brezhoneg Gwened klasket hag istimet) - Disteilhiñ ha komz splann - Gouiet dozh ar benveger radio evit frammiñ (Reaper…) - Anavout ar vro, tachad labour Radio Bro Gwened - Bout prenet skiant get ar radio - Koñdu ha kaout un oto ( permis A) Mat e vo ar post-mañ d'un den hag a zo tost d'ar vro, d'an doereioù zo er vro ha d'ar brezhoneg ; hag a ouia labourat en he/e unan , aes d'ober doc'h ar re arall, kerkoulz en diavaez èl er studio, a-skoaziañs get an ekipoù arall.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Mont e darempred gant  gael@rbg.bzh 02 97 25 14 00
  • Fichenn bet kemmet d’an 2024-09-18 11:00:13