LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Kehentiñ ha mediaoù > Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

Kinnig labour (Kehentiñ ha mediaoù)

  • Post labour  Skoazellour frammañ videoioù
  • Deiziadoù  adalek miz Genver
  • Lec’h  An Alre
  • Implijer  Brezhoweb
  • Kefridi  - Sellet ouzh ar rushoù filmet, choaz an tammoù gwellañ hag urzhiañ anezho. - Frammañ ar video gant ar skeudennoù, ar son, ar sonerezh, war Adobe Premiere Pro - Krouiñ infografiezh gant Adobe After effects (hervez live an den) - Filmañ abadennoù a vo posupl ober hervez an den
  • Doare den Emañ Brezhoweb o klask war-lerc’h un den, paotr pe plac’h, a-benn frammañ abadennoù e brezhoneg. Post leun-amzer, staliet en Alre (56), adalek miz Genver 2025. Ret e vo labourat e brezhoneg gant peurrest ar skipailh e-barzh burevioù Brezhoweb, frammañ abadennoù war ar meziant Premiere Pro, filmañ abadennoù a vo ivez posupl ober hervez an den. Digor eo an nor memes ma ne glot ket penn-da-benn ar profil gant ar c'hinnig labour (meziantoù, prantad evit kregiñ, live yezh...)
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  1.900 € brut
  • Evezhiadennoù  CV da gas dre bostel da contact@brezhoweb.bzh
  • Mont e darempred gant  Florent Grouin contact@brezhoweb.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2024-11-25 12:25:56