LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Yezhoniezh > Kinnig labour (Yezhoniezh)

Kinnig labour (Yezhoniezh)

  • Post labour  Karget d'ar geriadur istorel Meurgorf
  • Deiziadoù  Miz Gwengolo 2022
  • Lec’h  Karaez
  • Implijer  Ofis Publik ar Brezhoneg
  • Kefridi  Evit ar pep brasañ e vo labour an den boueta un diaz roadennoù geriadurel ha niverel a ya d'ober teñzor ar brezhoneg savet diwar mammennoù istorel skrivet. http://meurgorf.brezhoneg.bzh/ ~ Karget e vo an den da sevel ha da glokaat fichennoù geriadurel dre lakaat enno skouerioù implij tennet eus oberennoù dave. ~ A-feur ma tapo skiant e vo lakaet da dermeniñ gerioù ivez.
  • Doare den Resister, reizhder ha barregezh emaozañ. Doujañs d'an urzhioù labour. Labour ouzh ur skramm. Ingalded war al labour. Bezañ dik ha barrek-mat da sipañ e spered e-pad pell. Gouzout diouzh an ostilhoù bureveg (tizh bizskrivañ). ~ Gouzout brezhoneg flour (live C1). Bezañ dedennet gant ar brezhoneg skrivet hag an istor anezhañ, bezañ dedennet gant ar geriaduriñ. Mestroniañ ar c'healioù yezhadurel. Labour emren, nebeut a zarempredoù gant an implijidi all.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Evezhiadennoù  Doare post : pad Implij : leunamzer. Pad : 35 eurvezh. Lec’h labour : sez sokial Ofis publik ar brezhoneg e Karaez, Kastell Kerampuilh Rez : Implij er rummad B / Deiziad kregiñ war ar post : 01.09.2022 Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 30.08.2022
  • Mont e darempred gant  Evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr Postel : ofis29@opab.bzh Pellgomz : 02 98 99 30 10
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-07-28 16:23:35