LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Yezhoniezh > Goulenn labour (Yezhoniezh)

Goulenn labour (Yezhoniezh)

  • Tamara Smalling
  • Deiziad ganedigezh  15 a viz Here 1976
  • Tachenn Skoazellerien skol, Kehentiñ, Yezhourien, Melestradur, A bep seurt
  • Doare den Emaon o klask ul labour e brezhoneg er micherioù liammet gant ar glad, ar sevenadur Breizh, pe an touristelezh. Prest on da labourat e kevredigezhioù sevenadurel pe war ar c'hehentiñ, er mediaoù pe e tiez-embann ivez. En doare all e c’hallfen ober gant ar yezhoù, pleustriñ pe treiñ. Deskiñ em eus ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon abaoe 2015, aotreegezh ha mestroniezh LLCER brezhoneg. Komz a ran brezhoneg, galleg hag un tamm gouezeleg. Saoznegerez a-vihanik on. Labouret em eus e domanioù disheñvel : buhezourez, skoazellerez produiñ (gouelioù), micherourez, melesterez. Gant tud a bep seurt em eus bet labouret : bugale, pratikoù, sonerien, marc’hadourion, studierien. Barregezhioù a bep seurt am eus paket. Skiant prenet am eus : ostizez degemer, kasourez, troidigezh, sikourerez an dud, kelennerez. Kad on da labourat e skipailh hag en un doare emrenn, merañ ha sevel raktresoù, degemer tud ha sikour anezhe. Ur plac’h aozet mat gant startijenn on, gouest-mat d'en em azasaat. Plijout a ra al labour a-skipailh din. Laouen e vefen labourat ganeoc'h. M’ho peus goulennoù, deuit da zarempred ganin.
  • Diplomoù all  Master 2 LLCER Brezhoneg
  • Deiziadoù ma c’hellan labourat  labour a-bell
  • Fichenn bet kemmet d’an 19 a viz Mezheven 2023

Curriculum Vitae

An implijerien enrollet hepken a c'hell pellgargañ ar CVoù.