LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Kenaozañ, sekretouriezh - kehentiñ
  • Deiziadoù  adalek miz Du 2018
  • Lec’h  Karaez pe lec'h all
  • Implijer  Kevre Breizh
  • Kefridi  KEFRIDIOÙ DIAZEZ : Gouestlet eo ar post hanter evit oberiantizoù ha melestradurezh Kevre Breizh hag hanter evit oberiantizoù an emglevioù bro war zachenn ar brezhoneg. 1. Kevre Breizh Ober war-dro sekretouriezh Kevre Breizh e darempred gant an izili, gant Luskad Kevredigezhel Breizh, kevelerien all ELEN, Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù e Frañs hag en Europa peurgetket. E kenlabour gant izili ar burev, aozañ bodadegoù, an emvodoù statudel, strolladoù labour, lakaat e pleustr pe kemer perzh e raktresoù ar gevredigezh hag o aozadur : teuliadoù, devezhioù studi, kendivizoù, manifestadegoù. Kehentiñ diabarzh ha diavaez (merañ lec’hiennoù ha rouedadoù sokial). 2. Emglevioù bro Harpañ ha kas war-raok an oberennoù boutin evit ar brezhoneg aozet gant an emglevioù bro ezel eus Kevre Breizh. Skignañ an oberoù er media ha rouedadoù sokial.
  • Doare den BARREGEZHIOÙ : ➢ Emrenerezh war h/e labour, intrudu ➢ Mestroniañ mat ar poelladoù burev, internet hag ar rouedadoù sokial ➢ Gouzout daremprediñ an dud hag heuliañ an divizoù ➢ Urzhiañ dielloù kevredigezhel ha melestradurel, ➢ Mestroniañ mat brezhoneg ha galleg dre gomz ha dre skrid, barregezh war ar saozneg priziet, ➢ Sevel rentaoù kont, teuliadoù
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Gopr kriz miziek : adalek 1842 €
  • Evezhiadennoù  Kevre Breizh, kenemglev kevredigezhioù sevenadurel Breizh a zo ezel eus Luskad Kevredigezhioù Breizh, eus Kevredigezh an Emgavioù Etre-Rannvro evit Yezhoù ha Sevenadurioù Rannvro, eus ELEN, Rouedad Europa Evit Ingalded ar Yezhoù.
  • Mont e darempred gant  Kas ar c’hinnigoù a-raok an 22/09/2018 da : Anna Ar Beg, Hent Mouliouenn, Kuzon, 29000 KEMPER anna.ar.beg@wanadoo.fr
  • Fichenn bet kemmet d’an 2018-09-11 10:10:31