LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Kargad-ez a ziorren
  • Deiziadoù  an abretañ posubl
  • Lec’h  Gwened
  • Implijer  Kevredigezh Babigoù Breizh
  • Kefridi  Dindan aotrouniezh kuzul merañ ar gevredigezh, e karg emaoc’h krouiñ ha diorren ur rouedad rannvroel a vagourioù dre soubidigezh e brezhoneg. Ret eo deoc’h startaat en un doare padus stad arc’hantel mikro-magouri Gwened, dre kevrata he zek flas gant strollegezhioù publik hag embregerezhioù. Ret eo deoc’h ivez sikour raktresoù magourioù dre soubidigezh nevez er Rannvro (Brest, Roazhon) ha lansañ raktresoù nevez e Breizh.
  • Doare den - Kavout arc'hantaouerien nevez (strollegezhioù tiriadel hag embregerezhioù) evit kreñvaat ar vikro-magouri a-vremañ. - Bremanaat diagnostik an tiriad evit anavezout penaos diorren raktres Babigoù Breizh. - Lakaat da anavezout penaos e vez krouet ur vagouri pe ur mikro-vagouri d’ar re eo o mennozh sevel ul lec’h degemer e brezhoneg evit ar bugaligoù. - Ambroug raktresoù magourioù dre soubidigezh e Breizh, ha kemer perzh enno evit o seveniñ. - Kemer perzh e merañ a bemdez ar gevredigezh. Ret eo deoc’h bezañ bet diplomet gant ar skol-veur, mestroni a reoc’h binvioù urzhiataerezh mestroniañ binvioù ar stlenn, gouzout penaos ren un argerzh kenwerzhel, ha bezañ brezhoneger. En ho aes en darempredoù hag er skridoù, emaoc’h barrek da luskañ ur strollad. Kaout skiant-prenet en doare ma ya ur gevredigezh, a vefe ur berzh ouzhpenn.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  1 850€ kriz
  • Mont e darempred gant  BBGrecrutement@gmail.com
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-02-11 10:36:05