LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Rener·ez - Kevredigezh Diwan
  • Deiziadoù  Kerkent ha posubl
  • Lec’h  Landerne
  • Implijer  Diwan
  • Kefridi  Kendivizer pennañ burev ha Kuzul Merañ ar gevredigezh eo. Termeniñ a rit gant dilennidi ar gevredigezh ar raktresoù hag ar palioù evit diorren ha frammañ ar gevredigezh. E karg eus renerezh ar gevredigezh e labourit war danvezioù pinvidik ha liesseurt ha c’houlenno diganeoc’h rakwelout, aozañ, krouiñ evit klask diskoulmoù. Dre m’emaoc’h etre dilennidi ha gopridi ar gevredigezh e voc’h e karg da lakaat e pleustr an divizoù termenet asambles gant sternidi gopridi ar gevredigezh. Eus Landerne e kasit war raok obererezhioù ar servijoù a stroll ar renerezh pedagogiezh (kentañ hag eil derez), ar servijoù kontouriezh ha Merañ koskor mui ar Pol “buhez ar gevredigezh”. E karg e voc’h ivez da zileuriañ ar gevredigezh dirak un nebeud kendivizerien (dilennidi, rektordi, kevredigezhioù all oc’h ober war dro ar brezhoneg, hag all) war danvezioù teknik ha politikel.
  • Doare den Boas oc’h da verañ skipailhoù ha kas war-raok ur rouedad gant ur c’huzul merañ dilennidi. Ouzhpenn 3 bloaz skiant prenet ho peus evel rener·ez er bed kevredigezhel hag anavezout a reoc’h mont en-dro an Deskadurezh Stad. En ho aes oc’h evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid kement e brezhoneg hag e galleg. Mestroniañ a reoc’h mat ar sifroù, gouiziek war merezh an arc’hant ha gouest da sevel ur budged kempouez. Efedus evit aozañ ho labour e ouezit merañ an danvezioù mallusañ ha gouest oc’h da merañ meur a zoser war un dro.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  3059€
  • Mont e darempred gant  tuta@diwan.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2019-09-12 16:27:28