LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Skoazeller.ez stummañ
  • Deiziadoù  genver 2023
  • Lec’h  Karaez
  • Implijer  Roudour
  • Kefridi  Tuta a reomp ur skoazeller·ez melestradurel. Ober a raio war-dro ar merañ melestradurel eus digoradur an teuliadoù betek ar c’hlozañ: degemer an danvez stajidi, merañ an enskrivadurioù, prientiñ dielloù kontouriezh, fakturenniñ. Stummet e vo war ar vicher. Kefridioù Merañ emglevioù/kevratoù stummañ Kelaouiñ ar stajidi/pratikoù Fakturenniñ hag enkefiañ Heuliañ goude ar stummadurioù
  • Doare den Gouzout brezhoneg (live B2/C1) Sevel teuliadoù eus ar penn-kentañ betek ar fin En h·e aes gant ar stlenneg dre vras Aozañ ha steuñviñ en a-raok Mestroniañ meziantoù stlenneg burev Sekretouriezh (renkañ, lizhiri...) ; Anaoudegezh eus bed ar stummañ ; Gouzout degemer Bezañ rik Perzhded an daremprediñ pratikoù Labourat e skipailh
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  kenefeder 172 eus emglev a-stroll an aoz
  • Evezhiadennoù  Kevrat vicherelaat termenet he fad (12 miz). Da gregiñ ganti e miz Genver 2023. Emstrivadur (dindan stumm video degemeret mat) da gas da Sedrig Laur (sedrig@roudour.bzh), merour, a-raok an 30/11/2022.
  • Mont e darempred gant  Sedrig Laur, sedrig@roudour.bzh, 06 28 18 18 01
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-11-15 14:50:01