LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Sekretour.ez
  • Deiziadoù  Adalek an 10 a viz Genver 2022
  • Lec’h  Gwengamp
  • Implijer  Ti ar Vro Gwengamp
  • Kefridi  Ober war-dro al lizhiri (postel hag elektronek) hag ar responterezh pellgomz • Degemer ha titouriñ an dud war al lec’h • Renabliñ / Renkañ / Dielloù • Merañ an enskrivadurioù ha heuliañ ar paeañ evit ar c'hentelioù graet gant Ti ar Vro • Dastum an titouroù evit sevel ar fakturennoù • Kontouriezh bihan • Merañ prenadennoù an dafar • Sevel ha kas rakprizioù ha fakturennoù, heuliañ fakturennoù • Merañ frejoù ar c’hopridi • Klokaat ar goulennoù yalc'had gant an titouroù melestradurezh ha kas anezho • Merañ al lec'h : feurmiñ salioù, ezelañ, paeañ • Aozañ kehentiñ ar gevredigezh : skritelloù, lec'hienn web, flyer • Brudañ oberezhioù ar c'hevredigezhioù ezel • Gwiriañ eo propr ha plijus al lec'h degemer
  • Doare den Emrennerezh, bezañ gouest d'ober al labour en urzh, kreizennañ an holl titouroù ha bezañ efedus evit dasparzhañ anezho, gouzout ober gant Excel hag all
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Mont e darempred gant  Ti ar Vro Gwengamp kuzul.meran@tiarvro-gwengamp.bzh 02 96 44 27 88
  • Fichenn bet kemmet d’an 2021-12-24 18:51:03