LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Kenurzhier.ez
  • Deiziadoù  1 bloavezh ha muioc'h da heul
  • Lec’h  Kemper
  • Implijer  AEP Skol Diwan Kemper
  • Kefridi  Kefridi stag ouzh ar c'huzul a-stroll : Kenurzhiañ an dud-labour Kenurzhiañ obererezhioù gopridi an AEP hag azasaat ar mont en-dro mar bez ret. Kemer perzh en tuta ha kas en-dro ar skipailh gopret gant an AEP Lakaat da dalvezout ar steuñv-stummañ hag ambroug ar c'hopridi gant o c'hevrat kenemprañ. Kenurzhiañ oberezhioù tro-skol an teir lec'hienn Sevel ha goursellout ouzh obererezhioù ar c'hantin hag an diwallerezh Termeniñ ha furmekaat ar binvioù-evezhiañ hag ar prosezadurioù d'o heul Urzhiañ predoù ar vugale hag heuliañ an ezvezañsoù stag ouzh ar fakturadur Kemer perzh da sevel hag heuliañ ar budjed Sikour an AEP da glask arc'hant Heuliañ an darempred melestradurel gant ar gevelerien-arc'hant (kumunioù) Aotren hag aesaat ar gontouriezh a-zalc'h ouzh ar c'habined-kontouriezh (heuliañ fakturadur ar gerent hag ar bourvezerien) Melestradurezh-kreiz ha buhez ar gevredigezh Luskañ buhez kevredigezhel ar skol hag aesaad an darempredoù Merañ ar prenadennoù hag aesaat mont en-dro ar gevredigezh Kemer perzh e emvodoù ar c'huzul a-stroll hag harpañ el labour melestradurel
  • Doare den Barregezhioù war an aozañ, buhezekaat ur skipailh, labour emren Anaoudegezh eus ar merañ kevredigezhel Mestroni ar stlenneg, dre ret Anaoudegezh war ar C’hoskor, kontouriezh ha sevel budjedoù Komz ar brezhoneg
  • Kevrat labour  Kevrat termenet
  • Gopr  Goprañ, diouzh tres an den hag e skiant-
  • Evezhiadennoù  Post leun-amzer stag ouzh ar skol, pellabourat a c'hello bezañ graet. Kevrat berr dermen a 35 eur/sizhun evit ur bloavezh ha kevrat hir dermen diwezhatoc'h. Lizher-emginnig ha luskedoù da gas da guzul a-stroll an AEP dre bostel : aep.diwankemper@diwan.b
  • Mont e darempred gant  aep.kemper@diwan.bzh
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-01-14 17:59:50