LABOURZO
Degemer al lec’hienn > Melestradur, diorren > Kinnig labour (Melestradur, diorren)

Kinnig labour (Melestradur, diorren)

  • Post labour  Kargad.ez a ziorren
  • Deiziadoù  Adalek ar 1añ a viz Ebrel 2022
  • Lec’h  Karaez
  • Implijer  Ofis publik ar brezhoneg
  • Kefridi  E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik e vo karget ar gwazour pe ar wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg e Kreiz-Breizh. Bez’ en.he do da gas raktresoù liammet ouzh diorren hentadoù divyezhek er skolioù, kas ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg da benn er bed publik hag er bed prevez ha skoulmañ darempredoù gant dilennidi ar vro evit lakaat implij ar yezh da greskiñ e Kreiz-Breizh
  • Doare den BAC + 3, live B2 e brezhoneg. Aotre-bleinañ B. Barregezh da urzhiañ e labour. Anaoudegezh eus bed an deskadurezh. C’hoant deskiñ hag ersavusted. Darempredoù aes gant an dud. Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout intrudu.
  • Kevrat labour  Kevrat didermen
  • Gopr  Implij er rummad B
  • Mont e darempred gant  evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr. Postel : ofis29@opab.bzh Pellgomz : 02 98 99 30 10
  • Fichenn bet kemmet d’an 2022-02-04 08:42:46